Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/90

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
81
SANT MARC, VIII.

Jesus, oc’h anaoud kement-se, a lavaraz dezhe : Perag e rezonit-hu divarben n’hoc’h euz ket a vara ? Ha c’houi a zo c’hoas hep skiant hag hep comprenezon ? Ha bepred eman dall ho calonou-c’houi ? (18) O kaoud daou-lagad, ha na velit-hu ket ? O kaoud diou-skouarn, ha na glevit-hu ket ? Ha n’hoc’h euz-hu ket a vemor ? (19) Pa doriz ar pemp bara evit ar pemp mil den, ped panerad leun a dammou ho poa hu dastumet ? Int a lavaraz dezhan : Daouzec. (20) Ha pa doriz ar seiz bara evit ar pevar mil den, ped panerad leun a dammou ho poa-hu dastumet ? (21) Int a lavaraz : Seiz. Hag e lavaraz dezhe : Penaos eta na gomprenit-hu ket ?

(22) Ha Jesus o veza deuet da Vethsaida, e oe digasset dezhan eun den dall, hag hen pedjont da douch outhan. (23) Neuze, o veza kemeret dorn an den dall, e kassaz anezhan ganthan er meaz euz ar bourg, hag e lekeaz cranch var he zaou-lagad, ha goude beza astennet he zaouarn varnezhan, e c’houlennaz diganthan hag hen a vele eun dra-benag. (24) Hag an dall, o sellet, a lavaraz ; Gwelet a ran tud o vale hag a zo henvel ouz gwez. (25) Jesus a lekeaz c’hoas he zaouarn var he zaou-lagad, hag a lavaraz dezhan sellet ; hag e oe pareet, hag e vele sclear anezhe holl. (26) Hag e kassaz anezhan d’he di, en eur lavaret dezhan : Diwall da vond d’ar bourg, na da lavaret kement-man da zen e-bed euz ar bourg.

(27) Ha Jesus a ieaz ac’hane gant he ziskibien da villajennou Cezare-Philip ; ha var an hent ec’h interroje he ziskibien, o c’houlen diganthe : Piou oun-me, hervez lavar an dud ? (28) Int a respontaz : Darn a lavar ez oud Ian ar Badezour ; ha darn all, Elias ; ha darn all unan euz ar brofeted. (29) Hag hen a lavaraz dezhe : Ha c’houi, piou a livirit-hu ez oun- me ? Per a respontaz, hag a lavaraz dezhan : Te eo ar C’hrist. (30) Hag e tifennaz stard outhe lavaret da zen e-bed an dra-man divar he ben.

(31) Neuze e commansaz discleria dezhe e oa red da Vab an den souffr kalz, beza nac’het gant ar re Ancien, prinsed ar veleien hag ar Scribed, beza lakeat d’ar maro, ha resussita tri deiz goude. (32) Komz a rea freaz var an traou-ze. Neuze Per, o kemer anezhan a-gostez, a gommansaz d’hen repren. (33) Mes Jesus, o veza distroet hag o sellet ouz he ziskibien, a reprenaz Per, en eur