Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/89

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
80
SANT MARC, VIII.

oe digoret, he deod a oe diliammet, hag e komze freaz.

(36) Ha Jesus a zifennaz outhe n’hel lavarjent da zen e-bed ; mes seul-vui ma tifenne outhe, seul-vui e vrudent anezhan. (37) Ha souezet meurbed, e lavarent : Kement holl a ra a zo burzudus ; ar c’hlevet a ro d’ar re vouzar, hag ar gomz d’ar re vud.


CHABISTR VIII.


EN amzer-ze, e oa gant Jesus eur bobl vraz a dud, ha dre n’ho doa netra da zibri, e c’halvaz he ziskibien, hag e lavaraz dezhe : (2) Truez em euz ouz ar bobl-ze, rag tri devez zo dija emaint ganen, ha n’ho deuz tam da zibri. (3) Ha mar kassan anezhe d’ho zi, var iun, e semplint en hent ; rag lod anezhe a zo deuet euz a bell. (4) Hag he ziskibien a respontaz dezhan : A be leac’h ec’h helfet kaout bara da derri ho naoun dezhe aman en dezert ? (5) Hag hen a c’houlennaz diganthe : Ped bara hoc’h euz-hu ? Hag int a lavaraz : Seiz. (6) Neuze e c’hourc’hemenaz d’ar bobl azeza var an douar ; hag, o veza kemeret ar seiz bara, ha rentet grasou, e torraz anezhe, hag ho roaz d’he ziskibien da zistribui ; hag e tistribujont anezhe d’ar bobl. (7) Beza ho doa ive eun neubeut peskedigou ; ha Jesus,' o veza rentet grasou, a lavaraz lakaad anezhe ive dirazhe. (8) Hag e tebrjont hag e oent rassaziet ; hag e oe dastumet seiz panerad euz an tammou choumet a-zilerc’h. (9) Hogen, ar re ho doa debret a oa var-dro pevar mil anezhe ; ha goude ho c’hassaz kuit.

(10) Neuze e pignaz en eur vag gant he ziskibien, hag e teuaz en douarou Dalmanutha.

(11) Hag e teuaz eno Farizianed, pere a gommansaz disput ganthan, en eur c’houlen diganthan, evit he denti, eur miracl-benag euz an env. (12) Ha Jesus, oc’h huanadi doun en he spered, a lavaraz : Perag e c’houlen ar generation-man eur miracl ? E gwirionez hen lavaran deoc’h, na vezo roet hini e-bed dezhi. (13) Hag, o veza lezet anezhe, e pignaz adare er vag, hag e tremenaz en tu-all d’ar mor.

(14) Hogen, an diskibien ho doa ankounac’heet kemer bara ganthe, ha n’ho doa nemed eur bara hep-ken ganthe er vag. (15) Hag e reaz outhe an difen-man : Diwallit-mad ouz goell ar Farizianed, hag ouz goell Herodes. (16) Hag int a rezone etrezhe ho-unan, o lavaret : Abalamour n’hon euz ket a vara eo e komz evel-se. (17) Ha