lavaraz dezhe : Daoust ha c’houi ive a zo hep ententamant ? Ha na gomprenit-hu ket penaos kement tra a-ziaveaz hag a antre en den, na hell ket souilla anezhan ? (19) Rag na antre ket er galon, mes er c’hov, a be leac’h e kwez el leac’h distro, o rei da anaoud ez eo disouillet pep seurt boued. (20) Lavaret a rea eta : Ar pez a zeu er meaz euz an den, setu eno ar pez a souil an den. (21) Rag a ziabarz, da lavaret eo, euz a galon an dud, eo e teu ar zonjezonou fall, an avoultriachou, al libertinach, (22) al lazerezou, al laeronsiou, an avaristed, ar fallenteziou, an dromplerez, al lubricite, ar zellou leun a anvi, an drouk-komzou, an ourgouil, ar follentez. (23) An holl viçou-ze a zeu euz an diabarz, hag a souil an den.
(24) Ha goude, o veza eat kuit ac’hane, ez eaz var bord douar Tir ha Sidon ; hag o veza eat en eun ti, e felle dezhan na vije kement-se gouezet gant den e-bed ; mes ne hellaz ket beza kuzet.
(25) Hag eur vreg, hag a oa dalc’het he merc’h gant eur spered impur, o veza klevet komz anezhan, a zeuaz hag en em daolaz d’he dreid. (26) Ar vreg-se a oa Grekes, ginidic euz a Syrophenisia ; hag e pedaz anezban da gas an drouk-spered er meaz euz he merc’h. (27) Ha Jesus a lavaraz dezhi : Lez da genta ar vugale da gaoud ho gwalc’h ; rag n’eo ket deread kemeret bara ar vugale, hag he deurel d’ar chass bihan. (28) Mes hi a respontaz hag a lavaraz : Gwir eo, Aotrou ; koulskoude ar chass bihan a zebr, dindan an daol, bruzunenou ar vugale. (29) Neuze e lavaraz dezhi : Abalamour d’ar gomz-se, kea ; eat eo an drouk-spered er meaz euz da verc’h. (30) Ha pa oe distroet d’he zi, e kavaz e oa eat an drouk-spered kuit, hag he merc’h gourvezet var ar gwele.
(31) Ha Jesus, o veza kuiteet broiou Tir ha Sidon, a zeuaz beteg mor Galile, en eur dremen dre vro Decapolis.
(32) Hag e oe digasset dezhan eun den bouzar, hag a oa dalc’het en he gomz ; hag e pedent anezhan da astenn he zaouarn varnezhan. (33) Hag o veza tennet anezhan a-gostez euz a-greiz ar bobl, e lekeaz he vizied en he ziou-skouarn ; hag o veza kemeret cranch, e touchaz ouz teod an den-ze. (34) Neuze, o sevel he zaou-lagad etrezeg an env, ec’h huanadaz hag e lavaraz dezhan : Effatah, da lavaret eo, Digor. (35) Ha rag-tal he ziou-skouarn a