pere a oa deuet euz a Jerusalem, a zeuaz assambles da gavout Jesus ; (2) hag, o velet e tebre lod euz he ziskibien ho boued gant daouarn souillet, da lavaret eo, hep beza gwalc’het, e kavent abec enhe. (3) (Rag ar Farizianed hag an holl Judevien na zebront ket hep beza gwalc’het ho daouarn beteg ho ilin, o terc’hel evel-se tradition ar re goz ; (4) ha pa zeuont euz ar plasou-marc’had, na zebront ket ken neubeut heb beza en em walc’het. Kalz a draou all ho deuz ive pere ho deuz recevet evit ho miret, evel gwalc’hi an tassou, ar podou, al listri-arm hag ar gweleou.) (5) Neuze ar Farizianed hag ar Scribed a c’houlennaz diganthan : Perag da ziskibien-te na heulliont-hi ket tradition ar re goz, hag e kemeront ho boued heb gwalc’hi ho daouarn ?
(6) Hen a respontaz : Hipocrited ma’z oc’h ! Profetiset mad hen deuz Isaias divar ho pen, pa hen deuz lavaret : Ar bobl-man a henor ac’hanoun a vuzellou ; mes ho c’halon a zo gwall bell diouzin. (7) Mes en ven eo ec’h henoront ac’hanoun, o tiski doctrinou pere a zo gourc’hemenou tud. (8) Rag, o lezel gourc’hemen Doue, e virit tradition an dud, o walc’hi ar podou, hag an tassou, hag oc’h ober kalz a draou all euz ar seurt-se.
(9) Lavaret a reaz ive dezhe : Gouzoud a rit mad terri gourc’hemen Doue, evit miret ho tradition ; rag Moises hen deuz lavaret : (10) Henor da dad ha da vam ; ha piou-benag a daolo malloz var he dad pe var he vam ra vezo lakeat d’ar maro ; mes c’houi a lavar : (11) Ia nemed lavaret hen defe eun den d’he dad pe d’he vam : Kement em euz evit galloud da zicour a zo corban, da lavaret eo, eun donezon consacret da Zoue. (12) Ha neuze n’hen lezit mui da ober netra evit he dad pe he vam ; (13) o lakaad evel-se en plas ger Doue ho tradition great ganeoc’h hoc^h unan ; hag e rit c’hoas kalz a draou all euz ar seurt-se.
(14) Neuze, o veza galvet an holl bobl, e lavaraz dezhe : Selaouit holl ac’hanoun, ha comprenit an dra-man : (15) Netra euz a-ziaveaz an den hag a antre enhan, na hell hen souilla ; mes ar pez a zeu er meaz euz anezhan, setu eno ar pez a souil an den. (16) Mar hen deuz unan-benag diou-skouarn da zelaou, ra zelaouo.
(17) Pa oe eat en ti, goude beza kuiteet ar bobl, he ziskibien a interrojaz anezhan divarben ar barabolen-ze. (18) Hag hen a