(40) Hag ec’h azezjont, a renkajou a gant hag a hanter-kant. (41) Ha Jesus a gemeraz ar pemp bara hag an daou besk, hag, o sevel he zaou-lagad var-zu an env, e rentaz grasou, hag e toraz ar baraou, hag ho roaz d’he ziskibien, evit ho frezanti d’ar bobl ; hag e rannaz ive an daou besk etrezhe holl. (42) Hag e tebrjont holl hag e oent rassaziet ; (43) hag e tastumjont daouzec panerad leun euz an demoranchou bara, hag euz ar pesked. (44) Hogen, ar re ho doa debret euz ar baraou-ze a oa var-dro pemp mil den anezhe.
(45) Kerkent goude, e reaz d’he ziskibien pignad er vag, ha mond en he raog en tu all d’ar mor etrezeg Bethsaida, e-pad ma kasje kuit ar bobl. (46) Ha goude m’hen doe ho c’hasset kuit ez eaz var ar menez da bedi.
(47) Ha pa oe deuet an abardaez, ar vag a oa e-kreiz ar mor, ha Jesus a oa he-unan var an douar. (48) Hag e velaz penaos ho doa kalz a boan o roenvia, dre ma oa an avel control dezhe ; ha var-dro ar bederved beilladen euz an noz, e teuaz etrezeg enhe, o vale var ar mor, ha c’hoant hen doa da veza araog dezhe. (49) Mes int pa veljont anezhan o vale var ar mor, a gredaz penaos e oa eun teuz, hag e commansjont da grial. (50) Rag holl e veljont anezhan, hag e oent spountet ; mes kerkent hen a gomzaz outhe, hag a lavaraz dezhe : Ho pezet fizians, me eo ; n’ho pezet ket aoun. (51) Neuze e pignaz en ho zouez er vag, hag an avel a davaz ; hag e oant souezet meurbed hag en eun estlam euz ar vrassa. (52) Rag n’ho doa ket comprenet miracl ar baraou, dre ma oa ho c’halonou kaledet.
(53) Ha pa ho doe treuzet ar mor, e teujont da vro Jenezaret ; hag e touarjont eno.
(54) Kerkent ha ma oent deuet er meaz euz ar vag, tud ar vro-ze a anavezaz anezhan, (55) hag e redjont dre an holl vro-ze, hag en em lakjont da zigas dezhan var gweleou bihan ar re a oa klanv, e pe leac’h-benag ma klevent e oa. (56) Hag e pe leac’h-benag ma c’hantree, er bourcou, pe er c’heariou, pe var ar meaz, e lekeent an dud klanv var ar plasennou, hag e pedet anezhan ma c’heljent da vihana touch ouz bord he zae ; ha kement hini a douche outhan a oa pareet.
EUZE ar Farizianed hag eun neubeut Scribed,