Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/85

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
76
SANT MARC, VI.

a lavaraz : Pen Ian ar Badezour. (25) Hag o veza deuet gant hast da gavoud ar roue, e reaz he goulen, en eur lavaret : Me a fell d’in e rofez breman d’in, en eur plad, pen Ian ar Badezour. (26) Hag ar roue a oe glac’haret braz ; koulskoude, abalamour d’al le hen doa great ha d’ar re a oa azezet assambles ganthan, na fellaz ket dezhan refusi anezhi. (27) Hag ar roue a gassaz kerkent unan euz he warded, hag e c’hourc’hemenaz dezhan digas pen Ian. (28) Ar gward a ieaz, hag a droc’haz he ben dezhan ebarz er prizon ; hag o veza he zigasset en eur plad, e roaz anezhan d’ar plac’h yaouank, hag ar plac’h yaouank, hen roaz d’he mam. (29) Ha diskibien Ian, o veza klevet kement-se, a zeuaz hag a gemeraz he gorf, hag e lekejont anezhan en eur bez.

(30) Hag an ebestel a zeuaz assambles etrezeg Jesus, hag a gontaz dezhan pep tra, kement ho doa great, ha kement ho doa kelennet. (31) Hag e lavaraz dezhe : Deuit a-gostez, en èul leac’h dezert, ha kemerit eun tam repos. Rag kement a dud a oa o tond hag o vond, ma n’ho doa ket zo-ken amzer da zibri. (32) Hag ez ejont ac’hane en eur vag, a-gostez en eul leac’h dizarempred.

(33) Mes ar bobl a velaz anezhe o vond kuit, ha kalz a anavezaz anezhan ; hag e redjont di, var droad, euz an holl geariou, hag o veza en em gavet araog dezhe, en em dastumjont dirazhan. (34) Neuze Jesus, o veza deuet er meaz, a velaz kalz a bobl ; hag hen doe truez outhe, dre ma oant evel denved ha n’ho deuz pastor e-bed ; hag en em lekeaz da ziski kalz a draou dezhe.

(35) Hag evel ma oa dija divezad, he ziskibien a zeuaz d’he gavoud, hag e leverjont dezhan : Al leac’h-man a zo dezert, ha divezad eo dija ; (36) kas anezhe kuit, evit ma’z aint er villajennou hag er bourcou divar dro, hag evit ma prenint bara ; rag n’ho deuz netra da zibri. (37) Hag e lavaraz dezhe : Roit c’houi hoc’h-unan da zibri dezhe. Hag e leverjont dezhan : Ha mond a rankimp-ni da brena evit daou c’hant diner a vara, evit rei dezhe da zibri ? (38) Hag e lavaraz dezhe : Ped bara hoc’h euz-hu ? It ha gwelit. Ha pa ho doe gwelet, e leverjont : Pemp bara ha daou besk. (39) Neuze e c’hourc’hemenaz dezhe ober d’an holl azeza, a vandennou, var ar yeot glaz.