e lavaraz d’an den-ze : Astenn da zorn. Hag ben a astennaz anezhan, hag he zorn a zeuaz iac’h evel egile. (6) Hag ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz rag-tal gant an Herodianed a-enep dezhan, evit gouzout petra da ober evit hen koll.
(7) Mes Jesus en em dennaz gant he ziskibien etrezeg ar mor, hag eur foul braz hen heulliaz euz a C’halile, hag euz ar Jude, euz a Jerusalem, euz an Idume hag euz an tu all d’ar Jourdan. (8) Hag an dud divar dro Tir ha Sidon, o veza klevet ar burzudou a rea, a zeuaz ive d’he gavoud e niver braz. (9) Hag hen a lavaraz d’he ziskibien derc’hel prest eur vag dezhan, abalamour d’ar bobl vraz-ze, gant aoun na vije re-wasket ganthe. (10) Rag bez’ hen doa iac’heet kalz anezhe, en hevelep doare ma en em daole varnezhan kement hag ho doa gwall-glenvejou evit gallout touch outhan. (11) Hag ar sperejou impur, pa her gwelent, en em brosterne dirazhan, hag a grie, o lavaret : Te eo Mab Doue ! (12) Mes hen a c’hourc’hemene stard dezhe diwall da ziscleria anezhan.
(13) Goude-ze e pignaz var eur menez, hag e c’halvaz d’he gavoud ar re a felle dezhan, hag e teujont d’hen kavout. (14) Hag hen a lekeaz daouzec anezhe evit beza assambles ganthan, evit ho c’has da brezeg, (15) ha da gaoud ar galloud da iac’haad ar c’hlenvejou ha da gas kuit an drouk-sperejou. (16) Ar re-man a oe Simon, da behini e roaz an hano a Ber ; (17) ha Jakes mab Zebede, ha Ian breur Jakes, da bere e roaz an hano a Boanerjes, da lavaret eo, mibien ar gurun ; (18) hag Andre, Philip, Barthelemi, Maze, Thomas, Jakes mab Alfe, Tadde, Simon ar C’hananead, (19) ha Juda Iscariot, an hini a drahissaz anezhan.
(20) Neuze e tistrojont d’an ti ; hag ar bobl en em zastumaz adare eno, en hevelep doare na hellent ket zoken dibri ho boued. (21) Pa glevaz he gerent kement-se, ez ejont evit cregi enhan ; rag lavaret a reant : Kollet eo he skiant ganthan.
(22) Hag ar Scribed, pere a oa diskennet euz a Jerusalem, a lavare : Possedet eo gant Beelzebul, ha dre brins an drouk-sperejou eo e kas kuit an drouk-sperejou.
(23) Mes Jesus, o veza galvet anezhe, a lavaraz dezhe dre barabolennou : Penaos ec’h hell Satan kas Satan kuit ? (24) Rag mar bez eur rouantelez diviset a-enep dezhi he-unan,