Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/76

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
67
SANT MARC, III.

ar Farizianed a iune alies, hag e teujont da gavout Jesus hag e leverjont dezhan : Perag e iun diskibien Ian ha re ar Farizianed, ha da ziskibien-te ne iunont ket ? (19) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Daoust ha mignoned ar pried a hell iun e-pad ma ema ar pried ganthe ? E-keit ha ma ema ar pried ganthe, na hellont ket iun. (20) Mes dond a rai an deiziou ma vezo lammet ar pried diganthe, ha neuze e iunint en deiziou-ze. (21) Den na stag eun tam mezer nevez ouz eur zae goz ; anez an tam mezer nevez a rogfe ar mezer koz, hag ar rogaden a vefe gwassoc’h. (22) Den ken neubeut na laka gwin nevez en barikennou koz ; anez ar gwin nevez a freuzfe ar barikennou, ar gwin a redfe, hag ar barikennou a vefe kollet ; mes red eo lakaad ar gwin nevez en barikennou nevez.

(23) Hag e c’hoarvezaz, pa oa Jesus o tremen a-dreuz an ed, eun devez sabbat, ma commansaz he ziskibien, en eur vale, da denna tamoezennou. (24) Hag ar Farizianed a lavaraz dezhan : Sell, perag e reont-hi ar pez n’eo ket permetet en deiziou ar Sabbat ? (25) Mes hen a lavaraz dezhe : Ha n’hoc’h euz-hu ket biskoas lennet ar pez a reaz David, pa hen doe ezom ha pa hen doe naoun, hen hag ar re a oa assambles ganthan ? (26) Penaos ez eaz en ti Doue, en amzer Abiathar, ar beleg-braz, hag e tebraz ar baraou consacret da Zoue, pere ne oa ket permetet ho dibri nemed d’ar veleien hepken, ha penaos e roaz ive lod d’ar re a oa assambles ganthan ? (27) Neuze e lavaraz dezhe : Ar sabbat a zo bet great evit an den, ha nann an den evit ar sabbat. (28) Evel-se Mab an den a zo mestr memeus var ar sabbat.


CHABISTR III.


J ESUS a antreaz eur vech all er sinagog, ha bez’ e oa eno eun den hag oa dizec’het he zorn. (2) Hag int a zelle piz outhan da velet hag hen a iac’haje anezhan da zeiz ar sabbat, evit gallout hen tamal. (3) Hag e lavaraz d’an den a oa dizec’het he zorn : Sav ha choum aze er c’hreiz. (4) Neuze e lavaraz dezhe : Ha permetet eo da zeiz ar sabbat ober vad pe ober drouk ? savetei eun den, pe hen lezel da berissa ? Mes na rojont respont e-bed dezhan. (5) Neuze, o sellet gant coler ouz ar re a oa en-dro dezhan, glac’haret o velet pegen kaledet e oa ho c’halonou,