Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/78

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
69
SANT MARC, IV.

na hell ket ar rouantelez-ze choum en he za ; (25) ha mar bez eun ti diviset a-enep dezhan he-unan, na hell ket an ti-ze choum en he za ; (26) mar sav eta Satan a-enep dezhan he-unan ha mar ema diviset, na hell ket derc’hel da bad ; mes fin a zo dezhan. (27) Den na hell antren en ti eun den krenv ha kemeret he vadou diganthan, nemed ereet hen defe da genta an den krenv-ze ; ha neuze e kemero kement tra a zo en he di. (28) E gwirionez hen lavaran deoc’h, pep pec’hed a vezo pardonet da vugale an dud, hag ive pep gwall-gomz dre behini ho devezo gwall-gomzet ; (29) mes piou-benag hen devezo gwall-gomzet a-enep ar Spered-Santel, na vezo biken pardonet dezhan ; mes coupabl eo euz a eur pec’hed eternel. (30) Jesus a gomzaz evel-se, abalamour ma lavarent : Possedet eo gant eur spered impur.

(31) He vreudeur hag he vam a zeuaz eta, hag o choum er meaz, e kasjont tud d’hen gervel ; hag ar bobl a oa azezet en dro dezhan. (32) Hag e oe lavaret dezhan : Setu da vam ha da vreudeur a zo du-hont er meaz o klask ac’hanoud. (33) Mes hen a respontaz : Piou eo va man, ha piou eo va breudeur ? (34) Neuze en eur zellet ouz ar re a oa azezet en dro dezhan, e lavaraz : Setu aman va mam ha va breudeur. (35) Rag piou-benag a rai bolontez Doue, hennes eo va breur, ha va c’hoar ha va mam.


CHABISTR IV.


J ESUS a gommansaz adare da gelen e-tal ar mor, ha kement a dud en em zastumaz var he dro, ma pignaz var eur vag, hag ec’h azezaz enhi, hag an holl bobl a oa var an douar e bord ar mor. (2) Hag hen a zeske dezhe kalz a draou dre barabolennou, hag e lavare dezhe en he gelennadurez :

(3) Selaouit : Eun hader a ieaz er meaz evit hada ; (4) ha pa oa oc’h hada, e c’hoarvezaz da zarn euz an had kweza a-hed an hent, hag al lapoused a zeuaz hag hen debraz holl ; (5) lod all a gwezaz en eul leac’h meinec, e pe leac’h n’hen doa ket kalz a zouar ; hag e savaz kerkent, dre ma ne oa ket doun en douar ; (6) mes pa oe savet an heol, e oe devet, ha dre n’hen doa ket a c’hrizien, e sec’haz ; (7) lod all a gwezaz e-touez ar spern ; hag ar spern a zavaz hag a vougaz anezhan, ha ne roaz ket a frouez ; (8) ha lod all a gwezaz en douar mad hag e roaz frouez, pehini a zavaz hag a greskaz, en hevelep