Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/73

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
64
SANT MARC, I.

goulm. (11) Hag eur vouez a zeuaz euz an envou, hag a lavaraz : Te eo va mab muia-karet en pehini eman va holl flijadur.

(12) Ha rag-tal ar Spered a gassaz Jesus ebarz an dezert. (13) Hag e chomaz eno en dezert daou ugent devez, o veza tentet gant Satan ; hag e oa e-touez al loened gwez, hag an elez a zerviche anezhan.

(14) Hogen, pa oe bet lakeat Ian er prizon, Jesus a ieaz en Galile, en eur brezeg aviel rouantelez Doue, hag en eur lavaret : (15) An amzer a zo accomplisset, ha rouantelez Doue a zo tost. En em gonvertissit ha credit d’an Aviel.

(16) Hogen, evel ma valee a-hed mor Galile, e velaz Simon hag Andre ha vreur, pere a daole ho rouejou er mor ; rag pesketerien e oant. (17) Neuze Jesus a lavaraz dezhe ; Heullit ac’hanoun, ha me ho lako da besketerien tud. (18) Ha kerkent, o lezel ho rouejou, ec’h heuljont anezhan.

(19) Hag o veza eat ac’hane eun neubeut pelloc’h, e velaz Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur, pere a oa o tressa ho rouejou en eur vag. (20) Kerkent e c’halvaz anezhe : hag int, o lezel ho zad Zebede er vag gant an devejourien, a ieaz var he lerc’h.

(21) Neuze ec’h antrejont en Capernaüm ; ha Jesus, o veza eat er sinagog kerkent ha ma oa deuet deiz ar Sabbat, a gommansaz da gelen. (22) Hag e oant souezet gant he gelennadurez ; rag ho diski a rea evel unan hag {Reizh|o|a}} oa otorite ganthan, ha n’e ket evel ar Scribed.

(23) Hogen, bez’ e oa en ho zinagog eun den possedet gant eur spered impur, pehini a griaz, hag a lavaraz : (24) Ah ! petra a zo etre te ha ni, Jesus a Nazaret ? Ha deuet oud-de evit hon c’holl ? Gouzoud a ran piou oud ; ar Zant a Zoue. (25) Mes Jesus a c’hourdrouzaz anezhan en eur lavaret ; Ro peoc’h, ha kea er meaz euz an den-ze. (26) Neuze ar Spered impur, oc’h hija anezhan stard, a ieaz er meaz anezhan, en eur leuskel eur griaden vraz.

(27) Souezet braz e oent holl, en hevelep doare ma c’houlennent etrezhe : Petra eo an dra-man ? Pe seurt kelennadurez nevez eo hou-man, rag gourc’hemen a ra gant otorite d’ar sperejou impur zo-ken, hag e sentont outhan ? (28) Hag ar vrud anezhan a redaz kerkent dre an holl vro var dro da C’halile.

(29) Goude beza eat er meaz euz ar sinagog, e teujont kerkent gant Jakes ha Ian da di Simon hag Andre. (30) Hogen, mam-gaer Simon a oa en he