Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/74

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
65
SANT MARC, II.

gwele, klanv gant an derzien ; ha rag-tal e komzjont outhan divar he fen. (31) Neuze, o tostaad, e roaz he zorn dezhi hag e savaz anezhi ; ha kerkent, an derzien he c’huitaaz, hag e servichaz anezhe.

(32) Diouz an abardaez, pa oe kuzet an heol, e tigasjont dezhan an holl dud klanv hag ar re bossedet gant drouk-sperejou. (33) Hag ar bobl holl euz a gear a oa dastumet dirag an nor. (34) Hag e iac’heaz kalz a dud, pere a oa klanv gant peb seurt klenved, hag e kassaz kuit kalz a zrouk-sperejou, hag e tifenne outhe lavaret ec’h anavezent anezhan.

(35) O veza savet mintin mad, pa oa c’hoas teval, hen a zortiaz hag ez eaz en eul leac’h distro, hag e pede eno.

(36) Ha Simon, hag ar re a oa assambles ganthan, a ieaz d’he glask. (37) Ha p’ho doe kavet anezhan, e leverjont dezhan : An holl a zo o klask ac’hanoud. (38) Hag hen a lavaraz dezhe : Deomp d’ar villajennou a zo tro-var-dro, evit ma prezegin ive eno ; rag evit se eo ez oun deuet. (39) Hag e prezege en ho zinagogou, dre an holl C’halile, hag e-kasse kuit an drouk-sperejou.

(40) Hag e teuaz d’he gavout eun den lor, pehini oc’h en em deurel var he zaoulin dirazhan, a bedaz anezhan, en eur lavaret : Mar fell d’id, ec’h hellez va netaad. (41) Ha Jesus, o kaout truez outhan, a astennaz he zorn, a douchaz outhan, hag a lavaraz dezhan : Ia, fellout a ra d’in, bez eta net. (42) Ha kerkent m’hen doe lavaret kement-se, al lorgnez a ieaz kuit, hag an den-ze a oe neteet. (43) Ha Jesus a gassaz anezhan kuit rag-tal gant eun difen stard, en eur lavaret dezhan : (44) Diwall na liviri netra da zen e-bed ; mes kea, hag en em ziskouez d’ar beleg, hag offr evit da burification ar pez hen deuz gourc’hemenet Moises evit ma zervicho kement-se da desteni dezhe. (45) Mes o veza eat er meaz, an den-ze a gommansaz da gonta d’an holl ar pez a oa c’hoarvezet, ha da lakaad kement-se da veza anavezet tro-var-dro, en hevelep doare na helle mui Jesus mond en kear e-touez an dud ; mes choum a rea el leac’hiou dizarempred, hag a bep tu e teuet d’he gavout.


CHABISTR II.


EUN neubeut deveziou goude, Jesus a zeuaz adare da Gapernaüm, (2) ha kerkent ha ma oe klevet e oa en ti, e teuaz kement a dud, ken ne oa ket a blas evithe memeus