Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/72

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
63
SANT MARC, I.

tennimp ac’hanoc’h a boan. (15) Ar zoudarded, o veza kemeret an arc’hant, a reaz evel ma oant bet kelennet ; hag ar vrud-se hen deuz redet e-touez ar Judevien beteg hirio.

(16) Hogen an unnec diskibl a ieaz en Galile, var ar menez a oa bet merket dezhe gant Jesus. (17) Ha pa her gweljont, ec’h adorjont anezhan ; mes bez’ e oe darn hag a zouetaz. (18) Ha Jesus a dostaaz, hag a gomzaz outhe, en eur lavaret : Pep galloud a zo roet d’in en env ha var an douar ; it eta, ha kelennit an holl boblou, (19) o vadezi anezhe en hano an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel hag o tiski dezhe miret kement tra em euz gourc’hemenet deoc’h ; (20) ha setu, emoun ganeoc’h bemdez bete fin ar bed. Amen !


————
AN AVIEL HERVEZ SANT MARC.


————


CHABISTR I.


COMMANSAMANT Aviel Jesus-Christ, Mab Doue. (2) Hervez ar pez a oa bet scrivet er brofeted : Setu, e kassan va c’hannad dirag da faç, da brepari an hent araog d’id : (3) Mouez an hini a gri en dezert : Preparit hent an Aotrou ; grit eün he wenojennou.

(4) Ian a vadeze en dezert, hag a brezege badiziant ar gonversion, evit remission ar pec’hejou. (5) Ha bro ar Jude holl ha tud Jerusalem a iea d’he gavout, hag e oant holl badezet ganthan e rivier ar Jourdan, oc’h anzav ho fec’hejou.

(6) Ian hen doa eur wiskamant great gant bleo kanval, hag eur gouriz ler en-dro d’he groazel, hag he voued a oa killeien-raden ha mel gwez. (7) Prezeg a rea en eur lavaret ; Dond a ra var va lerc’h unan, hag a zo galloudussoc’h eged’oun, da behini n’oun ket dign da blega, evit dizeren correou he voutou. (8) Evidoun-me em euz ho padezet en dour, mes hen ho padezo er Spered-Santel.

(9) En amzer-ze e c’hoarvezaz ma teuaz Jesus euz a Nazaret, kear euz a C’halile, hag e oe badezet gant Ian er Jourdan. (10) Ha rag-tal, evel ma save euz an dour, e velaz an envou o tigeri hag ar Spered-Santel o tisken varnezhan evel eur