Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/71

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
62
SANT VAZE, XXVIII.

a-douez ar re varo. An dromplerez diveza-man a vez gwassoc’h eget ar c’henta. (65) Pilat a lavaraz dezhe : Bez’ hoc’h euz gwarded ; it, ha diwallit anezhan evel ma karfet. (66) Mond a rejont eta kuit, hag e lekejont sur ar bez, en eur sielia ar mean, hag o lakaad gwarded en dro dezhan.


CHABISTR XXVIII.


PA oe tremenet ar sabbat, da c’houlou deiz an devez kenta euz ar sizun, e teuaz Mari Magdalen hag ar Vari all evit gwelet ar bez. (2) Ha setu eur c’hrennamant douar braz a oa bet, rag eun eal a-berz an Aotrou a oa diskennet euz an env, hag o tostaad, hen doa ruliet kuit ar mean a-zirag an nor hag azezet varnezhan. (3) He visach a oa evel eul luc’heden, hag he zae gwenn evel an erc’h. (4) Ha gant ar spount ar gwarded ho doa krenet hag a oa deuet da veza evel tud varo. (5) Hogen an eal, o komz outhe, a lavaraz d’ar gragez : Evidoc’h-hu, n’ho pezet ket a aoun, rag gouzoud a ran penaos e klaskit Jesus pehini a zo bet crucifiet. (6) N’ema ket aman, rag resussited eo, hervez m’hen doa lavaret. Deuit, ha gwelit al leac’h e pehini e oa gourvezet an Aotrou ; hag it buhan da lavaret d’he ziskibien penaos eo resussitet a-douez ar re varo ; (7) ha setu, ema o vond araog deoc’h en Galile ; eno e velot anezhan, hen lavaret em euz deoc’h.

(8) Neuze ez ejont buhan er meaz euz ar bez, gant spount ha gant eur joa vraz, (9) hag e redjont da ziscleria kement-man d’he ziskibien.

Mes, pa oant o vond da ziscleria kement-man dezhe, setu Jesus a zeuaz d’ho dialben, en eur lavaret : Me ho salud. Hag int a dostaaz, hag a bokaz d’he dreid, hag a adoraz anezhan. Neuze Jesus a lavaraz dezhe : (10) N’ho pezet ket a aoun ; it, ha livirit d’am breudeur mond en Galile, hag eno e velint ac’hanoun.

(11) Pa oent eat kuit, eur re-benag euz ar gwarded a zeuaz en kear, hag a ziscleriaz da brinsed ar veleien kement a oa c’hoarvezet. (12) Ar re-man en em assamblaz kerkent gant ar re Ancien, ha goude beza en em guzuliet, e rojont eur som braz a arc’hant d’ar zoudarded. (13) Hag e leverjont dezhe : Livirit evel-hen : He ziskibien a zo deuet e-pad an noz, hag ho deuz laeret he gorf pa oamp kousket. (14) Ha mar deu ar gouarner da glevet kement-se, ni a chounezo anezhan hag e