Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/70

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
61
SANT VAZE, XXVII.

Doue, perag ec’h euz-te va dilezet ? (47) Hag hinienou euz ar re a oa eno, o veza klevet anezhan a lavaraz : He-man a c’halv Elias. (48) Ha rag-tal unan anezhe a redaz, hag a gemeraz eur spoue, hag o veza he leuniet a win-egr, hel lekeaz e pen eur gorzen, hag e roaz dezhan da eva. (49) Mes ar re all a lavare : Lest, gwelomp ha dond a raio Elias d’he zavetei.

(50) Neuze Jesus, o veza criet adare gant eur vouez krenv, a rentaz he spered.

(51) Er memeus amzer ar voal euz an templ en em rogaz en daou hanter, adaleg an neac’h beteg an traoun, an douar a grenaz, hag ar rec’hier a fraillaz, (52) ar beziou a zigoraz, ha kalz a gorfou zent, pere a oa maro, a resussitaz ; (53) hag o veza deuet er meaz euz ho beziou goude ho resurrection, ez ejont er gear zantel, hag e oent gwelet gant kalz a dud.

(54) Neuze ar c’hantener hag ar re a oa ganthan o tiwall Jesus, pa veljont an douar o krena ha kement a oa c’hoarvezet, a oe spountet braz, hag a lavaraz : E gwirionez, he- man a oa Mab Doue.

(55) Bez’ e oa eno kalz a c’hragez pere a zelle a-ziabell, hag ho doa heuliet Jesus adaleg ar C’halile oc’h he zervicha ; (56) en ho zouez e oa Mari Magdalen, ha Mari, mam Jakes ha Joses, ha mam mibien Zebede.

(57) Ha diouz an abardaez, e teuaz eun den pinvidic euz a Arimathe, hanvet Josef, pehini a oa bet ive diskibl da Jesus ; he-man a ieaz da gavout Pilat hag a c’houlennaz corf Jesus ; (58) ha Pilat a c’hourc’hemenaz hen rei dezhan. (59) Goude m’hen doa Josef kemeret ar c’horf, e lienaz anezhan gant eul linsel wenn, (60) hag e lekeaz anezhan en eur bez nevez hen doa great toulla er roc’h evithan he-unan ; ha goude beza ruliet eur mean braz ouz dor ar bez, ez eaz kuit. (61) Ha Mari Magdalen, hag ar Mari all, a oa azezet eno dirag ar bez.

(62) An deiz varlerc’h, da lavaret eo, an deiz goude preparation ar sabbat, prinsed ar veleien hag ar Farizianed a ieaz assambles da gavout Pilat, hag e leverjont dezhan : (63) Aotrou, deuet eo da vemor deomp penaos an trompler-ze a lavare pa oa beo : A-ben tri devez me a resussito. (64) Gourc’hemen eta ma vezo diwallet-mad ar bez beteg an trede deiz, gant aoun na zeufe he ziskibien en noz da laerez anezhan, ha na lavarfent d’ar bobl : Savet eo