Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/60

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
51
SANT VAZE, XXV.

penaos ma ouefe ar pen-tiegez da be boent euz an noz e tle al laer dond, e veillfe ha na lezfe ket toulla he di. (44) Rag-se c’houi ive en em zalc’hit prest ; rag Mab an den a zeuio d’an heur ha na sonjit ket. (45) Piou eo eta ar servicher fidel ha fur a zo bet lakeat gant he aotrou da vestr var he diegez, evit rei d’he vevelien ho boued d’ar poent ? (46) Eürus ar servicher-ze mar kav he aotrou anezhan oc’h ober evel-se pa erruo. (47) E gwirionez hen lavaran deoc’h, he lakaad a raio da gommandi var he holl vadou. (48) Mes mar d’eo eur servicher fall, hag a lavar en he galon : Dale a ra va aotrou da zond ; (49) ha mar en em laka da skei gant he gen-servicherien, da zibri ha da eva gant mezverien ; (50) aotrou ar servicher-ze a zeuio d’an deiz na vezo ket ouz he c’hortoz, ha d’an heur na ouvezo ket ; 51 hag e tispartio anezhan diouz ar re all, hag e roio dezhan he lod gant an hipocrited : eno e vezo ar gwelvan hag ar skrign-dent.


CHABISTR XXV.


NEUZE rouantelez an envou a vezo henvel ouz deg gwerc’hez pere, o veza kemeret ho lampou, a ieaz er meaz da zialben ar pried. (2) Hogen, pemp anezhe a oa fur, ha pemp a oa foll. (3) Ar re foll, en eur gemeret ho lampou, na gemerjont ket a eôl ganthe. (4) Mes ar re fur a gemeraz eôl en ho vesselliou gant ho lampou. (5) Hag evel ma talee ar pried da zond, e voredjont holl hag e choumjont kousket. (6) Hogen var-dro hanter-noz, e oe klevet tud o crial : Setu erru ar pried, deuit er meaz da rancontr anezhan. (7) Neuze an holl werc’hezed a zavaz, hag a breparaz ho lampou. (8) Hag ar re foll a lavaraz d’ar re fur : Roit deomp euz hoc’h eôl, rag mouga a ra hon lampou. (9) Mes ar re fur a respontaz, en eur lavaret : Gant aoun n’hor be ket awalc’h evidomp hag evidoc’h, it kentoc’h da gavoud ar re a verz, ha prenit evidoc’h hoc’h-unan. (10) Mes, e-pad ma’z eent da brena, ar pried a zeuaz ; hag ar re a oa prest a antreaz ganthan e sal an eured, hag e oe serret an nor. (11) Goude-ze, e teuaz ive ar gwerc’hezed all, hag e lavarjont : Aotrou, Aotrou, digor deomp! (12) Mes hen a respontaz : E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’hoc’h anavezan ket.

(13) Beillit eta, rag na ouzoc’h