Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/59

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
50
SANT VAZE, XXIV.

hag a rai miraclou braz ha burzudou, evit trompla, mar gellont, ar re choazet ho-unan. (25) Setu c’houi avertisset breman. (26) Rag-se mar bez lavaret deoc’h : Ema ar C’hrist en dezert ; n’az it ket : Ema er c’hambchou distro, na gredit ket. (27) Rag, evel ma teu al luc’heden euz ar Zav-heol ha ma sclera beteg ar C’huz-heol, evel-se ive e vezo donedigez Mab an den. (28) Rag en pe leac’h-benag ma vezo ar c’horf maro, eno en em zastumo an egled.

(29) Rag-tal goude an affliction euz an deiziou-ze, an heol a devalaio, hag al loar na roio ket he sclerijen, hag ar stered a gwezo euz an env, ha puissansou an envou a vezo bransellet. (30) Neuze e vezo gwelet sin Mab an den en env ; neuze ive an holl boblou euz an douar a vezo glac’haret, hag a skoio var boul ho c’halon, hag e velint Mab an den o tond var goabrennou an env, gant eur galloud hag eur c’hloar braz. (31) Hag hen a gasso he elez gant sôn skiltruz an drompil, hag an elez a zastumo assambles ar re choazet ganthan euz ar pevar avel, adaleg eur pen euz an env beteg ar pen all.

(32) Hogen deskit eur barabolen dre ar vezen-fiez : Pa gommans he brancou beza tener hag he deliou da zispaka, ec’h ouzoc’h penaos eo tost an hanv. (33) Evel-se ive c’houi, pa velot kement-se holl, gouezit ervad ema tost Mab an den hag ema e-kichen an nor. (34) E gwirionez hen lavaran deoc’h, ar generation-man na dremeno ket ken na vezo c’hoarvezet an holl draou-ze. (35) An env hag an douar a dremeno, mes va c’homzou-me na dremenint ket.

(36) Mes den ne anavez an deiz nag an heur-ze, nag an êlez euz an env ken-neubeud, n’euz nemed va Zad hag ho anavez. (37) Hag evel ma c’hoarvezaz en amzer Noe, evel-se ive e c’hoarvezo pa zeuio Mab an den ; (38) rag, evel en deiziou araog an diluj, e oant o tibri hag oc’h eva, o timezi hag o rei da zimezi, beteg an deiz ma’z eaz Noe ebarz an arc’h ; (39) hag evel na ouient netra ken a zeuaz an diluj d’ho c’has holl ganthan ; evel-se ive e c’hoarvezo pa zeuio Mab an den. (40) Neuze, deuz daou a vezo er park, unan a vezo kemeret hag egile lezet ; (41) deuz diou a vezo o vala en eur vilin, unan a vezo kemeret hag eben lezet. (42) Beillit eta ; rag na ouzoc’h ket da be heur e tle dond hoc’h Aotrou.

(43) Hogen gouezit an dra-man,