Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/58

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
49
SANT VAZE, XXIV.

Olived, he ziskibien a dostaaz outhan a-du, hag a lavaraz dezhan : Lavar deomp peur e c’hoarvezo kement-se, ha pehini a vezo ar sin euz da zonedigez hag euz a fin ar bed.

(4) Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : Diwallit na dromplfe den ac’hanoc’h. (5) Rag meur a hini a zeuio em hano, en eur lavaret : Me eo ar Christ, hag e tromplint kalz a dud. (6) Klevet a refot komz euz a vrezelliou hag euz a vrud-brezel ; likit evez na vec’h troublet, rag red eo d’an holl draou-ze c’hoarvezoud ; mes ar fin na vezo ket c’hoas. (7) Rag eur bobl a zavo a-enep eur bobl all, hag eur rouantelez a-enep eur rouantelez all ; ha beza e vezo kernez, ha bossen ha krennamant douar e meur a leac’h. (8) Mes kement-se holl na vezo nemed commansamant ar poaniou. (9) Neuze e livrint ac’hanoc’h da veza tourmantet, hag e lazint ac’hanoc’h ; hag e veot kaseet gant an holl nationou abalamour d’am hano. (10) Neuze ive kalz a vezo scandalizet, hag en em drahissint an eil egile, hag ho devezo kassoni an eil deuz egile. (11) Ha meur a fals-profet a zavo, hag a dromplo kalz a dud. (12) Ha dre ma cresko ar fallentez, ar garantez a ienao e calon kalz a dud. (13) Mes an neb a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet. (14) Hag an aviel-man euz ar rouantelez a vezo prezeget dre ar bed holl, en testeni d’an holl nationou ; ha neuze e teuio ar fin.

(15) Pa velot eta el leac’h santel an abomination euz an dezolation, a behini hen deuz komzet ar profet Daniel (ra daolo-plet an hini a lenno anezhan), neuze, ar re a vezo er Jude, (16) ra dec’hint er meneziou ; (17) an hini a vezo var gorre an ti, diwallo da zisken evit kemeret tra e-bed euz he di ; (18) hag an hini a vezo er park, diwallo da zistrei var he giz evit kemeret he zillad. (19) Malheur d’ar gragez o tougen frouez, ha d’ar magerezed en deiziou-ze ! (20) Pedit evit ne rankoc’h ket tec’hel er goanv, nag en deiz ar sabbat ; (21) rag bez’ e vezo neuze eun affliction vraz, evel n’euz ket bet adaleg commansamant ar bed bete vreman, ha na vezo biken. (22) Ha ma na vije ket bet diveret an deiziou-ze, na vije bet den saveteet ; mes diveret e vezint abalamour d’ar re a zo choazet.

(23) Neuze, mar lavar unan-benag deoc’h : Ar C’hrist a zo aman ; pe : A-hont ema ; na gredit ket. (24) Rag sevel a raio fals-Christed, ha fals-profeted