Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/61

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
52
SANT VAZE, XXV.

nag an deiz nag an heur ma teuio Mab an den.

(14) Rag henvel eo ouz eun den pehini, o vond da eur vro bell, a c’halvaz he vevelien hag a lekeaz he vadou etre ho daouarn. (15) Ha da unan e roaz pemp talant, da eun all daou, ha da eun all unan ; da bep hini hervez he c’halloud ; hag ez eaz en hent rag-tal. (16) Neuze, an hini hen doa bet ar pemp talant a ieaz, hag a drafikaz ganthe ; hag a c’hounezaz pemp talant all. (17) Er memeus feçon, an hini hen doa bet daou, a c’hounezaz ive daou all. (18) Mes an hini n’hen doa bet nemed unan, a ieaz hag a doullaz en douar, hag a guzaz arc’hant he aotrou. (19) Pell goude, aotrou ar vevelien-ze a zistroaz, hag a reaz dezhe renta count. (20) An hini hen doa bet pemp talant a zeuaz eta, hag a zigassaz pemp talant all, en eur lavaret : Aotrou, pemp talant ez poa roet d’in ; setu aman pemp talant all em euz gounezet ouz-pen. (21) He aotrou a lavaraz dezhan : Ervad, servicher mad ha fidel ; bet oud fidel var neubeud a dra, da lakaad a rin var galz ; antren e joa da Aotrou. (22) An hini hen doa bet daou dalant a zeuaz ive, hag a lavaraz : Aotrou, daou dalant ez poa roet d’in ; setu aman daou dalant all em euz gounezet ouzpen. (23) He aotrou a lavaraz dezhan : Ervad, servicher mad ha fidel ; bet oud fidel var neubeud a dra, da lakaad a rin var galz ; antren e joa da aotrou. (24) Mes an hini n’hen doa bet nemed eun talant, a zeuaz hag a lavaraz : Aotrou, gouzoud a rean penaos ez oud eun den criz, hag a vêd eleac’h n’ec’h euz ket hadet, hag a zastum eleac’h n’ec’h euz ket skulliet ; (25) ha dre ma’m boa aoun ara-z’oud, ez oun eat hag em euz kuzet da dalant en douar ; setu aman d’id ar pez a zo d’id. (26) Mes he Aotrou a respontaz dezhan : Servicher fall ha didalvez, te a ouie penaos e vedan eleac’h n’em euz ket hadet, ha penaos e tastuman eleac’h n’em euz ket skulliet, (27) neuze ’ta e tliez rei va arc’hant d’ar varc’hadourien-arc’hant, ha pa vijen deuet em bije tennet ar pez a zo d’in gant an interest. (28) Lammit eta an talant diganthan ; ha roit-han d’an hini hen deuz dek talant. (29) Rag d’an hini hen deuz, e vezo roet c’hoas, hag hen devezo muioc’h ; mes digant an hini n’hen deuz ket, e vezo lammet memeus ar pez hen deuz. (30) Taolit eta ar servicher didalvoudec-se en devalijen a ziaveaz ; eno e