Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/51

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
42
SANT VAZE, XXI.

beden ; mes c"houi hoc’h euz great anezhan eur c’havern a laeron.

(14) Neuze tud dall, ha tud kam a zeuaz d’he gavoud ebarz en templ, hag hen ho iac’heaz. (15) Mes pa velaz prinsed ar veleien hag ar Scribed ar burzudou hen doa great, hag ar vugale pere a grie en templ, hag a lavare : Hozanna da Vab David ! (16) e savaz drouk enhe, hag e leverjont dezhan : Ha klevet a rez-te ar pez a lavar ar re-man ? Ha Jesus a lavaraz dezhe : Ia. Ha n’hoc’h euz-hu ket lennet biskoas ar c’homzou-man : Te ec’h euz tennet meuleudi euz a c’henou ar vugaligou, hag euz ar re a zo c’hoas ouz ar vron.

(17) Hen ho lezaz neuze, hag o veza eat kuit euz ar gear-ze e teuaz da Vethani, leac’h ma tremenaz an noz.

(18) Ha d’ar mintin, pa oa o tistrei en kear, e teuaz naon (19) dezhan ; hag o velet eur vezen-fiez var an hent, e tostaaz outhi, mes ne gavaz netra enhi nemed deliou hep-ken, hag e lavaraz dezhi : Ra na zeui biken frouezen e-bed ouzid ; ha rag-tal ar vezen-fiez a zec’haz. (20) Pa velaz an diskibien kement-se, e oent souezet, hag e leverjont : Penaos eo deuet ar vezen-fiez-ze da veza seac’h en eun taol ? (21) Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : E gwirionez hen lavaran deoc’h, mar ho pije feiz, ha mar na zouetjec’h ket, n’e ket ar pez a zo bet great d’ar vezen-fiez a rajec’h hep-ken ; mes me-meus ma lavarjec’h d’ar menez-man ; Sav alese, hag en em daol er mor, kement-se a erruje. (22) Ha kement tra a c’houlennot, en eur bedi, mar credet, hen recevfot.

(23) Ha pa oe deuet en templ, prinsed ar veleien ha Senatourien ar bobl a dostaaz outhan, epad ma oa o kelen, hag e leverjont dezhan : Dre be otorite e rez-te an traou-ze ? Ha piou hen deuz roet d’id an otorite-ze ? (24) Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : Me a c’houlenno ive eun dra diganeoc’h-hu, ha mar livirit anezhan d’in, e livirin ive deoc’h-hu dre be otorite e ran an traou-ze. (25) Euz a beleac’h e teue badiziant Ian ? euz an env, pe euz an dud ? Hogen, int a rezone enhe ho-unan, hag a lavare : Mar leveromp : Euz an env, e lavaro deomp : Perag eta n’hoc’h euz-hu ket credet enhan ? (26) Ha mar leveromp : Euz an dud, hon euz leac’h da gaoud aoun rag ar bobl ; rag an holl a gemer Ian evit eur profet. (27) Respont a rejont eta da Jesus : Na ouzomp ket. Ha me, emezhan,