Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/52

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
43
SANT VAZE, XXI.

na livirin ket deoc’h ken neubeud dre be otorite e ran an traou-man.

(28) Mes petra a sonjit-hu deuz an dra-man ? Eun den hen doa daou vab, hag o vond etrezeg ar c’henta, e lavaraz dezhan : Va mab, kea da labourat hirio em gwinien. (29) Mes he-man a respontaz : N’az in ket ; mes goude-ze e teuaz keuz dezhan, hag ez eaz. (30) Dond a reaz neuze etrezeg egile, hag e lavaraz dezhan ar memeus tra. He-man a respontaz hag a lavaraz : Mond a ran, Aotrou ; mes n’ez eaz ket. (31) Pe hini anezhe ho daou a reaz bolontez he dad ? Hag e leverjont dezhan : Ar c’henta. Jesus a lavaraz dezhe : E gwirionez hen lavaran deoc’h, ar bublicaned hag ar merc’hed fall a ia araog deoc’h e rouantelez Doue. (32) Rag Ian a zo deuet d’ho kavout en hent ar justis, ha n’hoc’h euz ket credet anezhan ; mes ar bublicaned hag ar merc’hed fall ho deuz credet anezhan ; ha c’houi, o veza gwelet kement-se, n’hoc’h ket distroet goude-ze da gredi anezhan.

(33) Selaouit eur barabolen all : Bez’ e oa eur pen-tiegez, pehini a blantaz eur winien, hag a reaz eur c’harz en-dro dezhi ; kleuzi a reaz enhi eur waskerez, ha sevel a reaz eun tour ; goudeze e feurmaz anezhi da labourerien hag ez eaz da ober eur veaj. (34) Pa dostae amzer ar frouez, e kassaz he vevelien etrezeg he vererien evit kaoud ar frouez euz he winien. (35) Mes ar vererien, o veza croget en he vevelien, a gannaz unan, a lazaz egile, hag a veinaz unan all. (36) Kas a reaz adare mevelien all e niver brassoc’h eged ar re-genta, hag e rejont dezhe ar memeus tra. (37) Da ziveza e kassaz dezhe he vab, en eur lavaret : Douja a raint va Mab ! (38) Mes ar vererien, pa veljont ar mab, a lavaraz etrezhe : Setu aman an heritour ; deuit, lazomp anezhan, ha kemeromp he heritach. (39) Hag o veza croget enhan, e taoljont anezhan er meaz euz ar winien hag hen lazjont. (40) Pa vezo eta deuet mestr ar winien, petra a raio-hen d’ar vererien-ze ?

(41) Respont a rejont dezhan : Lakaad a rai an dud fall-ze da berissa en eur feçon e vezo eun druez ho gwelet, hag e feurmo he winien da labourerien all, pere a roio dezhan he frouez en ho amzer.

(42) Jesus a lavaraz dezhe : Ha n’hoc’h euz-hu ket biskoas lennet er Scrituriou ar c’homzou-man : Ar mean a zo bet taolet a gostez gant ar re a vatisse a zo deuet da veza ar