saz da grial, en eur lavaret Aotrou, Mab David, bez truez ouzomp ! (31) Hag ar bobl a c’hourdrouze anezhe evit ober dezhe tevel ; mes int a grie c’hoas krenvoc’h, en eur lavaret : Aotrou, Mab David, bez truez ou-zomjp ! (32) Ha Jesus a choumaz en he za, hag o veza galvet anezhe, e lavaraz dezhe : Petra hoc’h euz c’hoant e rafen deoc’h ? (33) Hag e leverjont dezhan : Aotrou, ra vezo digoret hon daou-lagad deomp. (34) Ha Jesus, o kaout truez outhe, a douchaz ouz ho daou-lagad,ha kerkent e veljont sclear, hag ec’h heuljont anezhan.
VEL ma tostaent ouz Jerusalem, ha pa oant deuet da Vethfage, tost da Venez Olived, Jesus a gassaz daou ziskibl, o lavaret dezhe : (2) It d’ar villajen a zo dirazoc’h ; kavout a refot eno kerkent eun azenes stag, hag he eubeul ganthi ; distagit anezhe hag ho digassit d’in. (3) Ha mar lavar unan-benag eun dra-benag deoc’h, livirit da hennes hen deuz an Aotrou ezom anezhe, ha rag-tal ho lezo da zond.
(4) Hogen, kement-man holl a c’hoarvezaz evit ma vije accomplisset ar c’homzou-man lavaret gant ar profet : (5) Livirit da verc’h Sion : Setu aman da roue, o tond d’az kavout, leun a zouzter, hag azezet var eun azen, var eubeul an hini a zoug ar yeo.
(6) An diskibien a ieaz eta, hag a reaz evel ma oa bet gourc’hemenet dezhe gant Jesus ; (7) digas a rejont an azenes hag he eubeul, hag o veza lakeat ho dillad varnezhe, e lakejont anezhan da azeza var-c’horre. (8) Neuze tud e niver braz a astenne ho dillad var an hent ; ha darn all a droc’he brancou gwez, hag ho zaole var an hent ; (9) hag ar bobl, a iea araog dezhan, hag ar re a zeue var lerc’h, a grie, en eur lavaret : Hozanna da Vab David ! benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou ! Hozanna en huella euz an envou ! (10) Ha pa oe antreet en Jerusalem, ar gear holl a oe mantret, hag e lavarent : Piou eo he-man ? (11) Hag ar bobl a lavare : He-man eo Jesus ar profet, pehini a zo euz a Nazareth en Galile.
(12) Ha Jesus a antreaz en templ Doue, hag e taolaz er meaz ar re holl a oa o verza, hag o prena en templ ; hag e tiskaraz taoliou ar chenchourien arc’hant, ha kadoriou ar re a verze koulmed. Hag e lavaraz dezhe : Scrivet eo : (13) Va zi a vezo galvet eun ti a