Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/49

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
40
SANT VAZE, XX.

Felloud a ra d’in rei d’an diveza-man kement ha d’id. (15) Daoust ha n’eo ket permetet d’in ober ar pez a garan gant ar pez a zo d’in ? Pe daoust ha da lagad-te a zo fall, abalamour m’az oun-me mad ? (16) Evel-se ar re ziveza a vezo ar re genta, hag ar re genta ar re ziveza ; rag kalz a zo galvet, mes neubeud a zo choazet.

(17) Ha Jesus, o pignad da Jerusalem, a gemeraz he zaouzec diskibl a-gostez var an hent, hag a lavaraz dezhe : (18) Setu ni o pignat da Jerusalem, ha Mab an den a vezo livret da brinsed ar veleien ha d’ar Scribed, hag e condaonint anezhan d’ar maro, (19) hag e livrint anezhan d’ar Jentiled, evit ober goab anezhan, hen skourjeza, hag hen crucifia ; mes an drede deiz e resussito.

(20) Neuze mam mibien Zebede a dostaaz outhan, gant he mibien, hag en em brosternaz da c’houlen eun dra-benag diganthan. (21) Hag hen a lavaraz dezhi : Petra a fell d’id ? Hi a lavaraz dezhan : Lavar ma vezo azezet an daou vab-man d’in, unan a-zeo d’id, hag egile a-gleiz, en da rouantelez. (22) Mes Jesus a respontaz hag a lavaraz : Na ouzoc’h ket petra a c’houlennit. Gallout a hellit-hu eva ar c’halir ez an-me da eva, pe beza badezet gant ar vadiziant, a behini e tlean-me beza badezet ? Int a lavaraz dezhan : Gallout a reomp. (23) Hag hen a lavaraz dezhe : Gwir eo ec’h evfot va c’halir, hag e veot badezet gant ar vadiziant a behini e vezin badezet ; mes evit beza azezet a-zeo hag a-gleiz d’in, n’eo ket d’in-me hen rei ; kement-se na vezo roet nemed d’ar re da bere ez eo destinet gant va Zad.

(24) Pa glevaz an deg all an dra-ze e kemerjont kâs ouz an daou vreur-ze. (25) Ha Jesus, o veza galvet anezhe, a lavaraz dezhe : Gouzoud a rit penaos prinsed an nationou a zo mestr varnezhe, ha penaos ar re vraz a c’houarn anezhe gant otorite. (26) Mes n’e ket evel-se eo e tle beza en ho touez ; er c’hontrol, piou-benag a fello dezhan beza braz en ho touez, ra vezo servicher deoc’h. (27) Ha piou-benag a fello dezhan beza ar c’henta en ho touez, ra vezo esclav deoc’h, (28) evel m’az eo deuet Mab an den, nann evit beza servichet, mes evit servicha hag evit rei he vuez da rancon evit kalz a dud.

(29) Hag evel m’az eant kuit euz a Jerico, eur bobl vraz a ieaz var he lerc’h. (30) Ha setu daou zen dall, pere a oa azezet var bord an hent, o klevet e oa Jesus o tremen, a gomman-