sklapaz anezhan er mor, en eur lavaret : Evel-se e vezo taolet d’an traon Babylon, ar gear vraz, ba den na hello mui he c’havout. (22) Ha moueziou an delenerien, hag ar vusicianed, hag ar fleüterien, hag an drompillerien na vezint mui klevet enoud ; ha micherour e-bed, a be seurt micher-benag ec’h hell beza, na vezo mui kavet enoud ; ha trouz ar mean milin na vezo mui klevet enoud. (23) Ar sclerijen euz ar goulou na skedo mui enoud, ha mouez an ozac’h-yaouank hag ar vreg-yaouank na vezo mui klevet enoud ; rag da varc’hadourien a oa ar re vraz euz an douar ; rag dre da zorselachou an holl nationou a zo bet tromplet ; (24) rag enhi eo bet kavet goad ar brofeted hag ar zent, hag ar re holl a zo bet lakeat d’ar maro var an douar.
OUDE-ZE e kleviz evel
mouez eun niver braz a
dud, en env, hag e lavarent :
Alleluia ! (Meulit Doue.) Ar
zilvidigez, hag ar gloar, hag
an henor, hag ar galloud d’an
Aotrou hon Doue ! (2) Rag
gwirion ha just eo he varnedigezou, rag barnet hen
deuz ar c’hast vraz, pehini a
gorrompe an douar gant he
lubricite, hag hen deuz venjet
goad he zervicherien a oa bet
skulliet gant he dorn. (3) Hag e
leverjont adare : Alleluia !
hag he moged a zav da virviken. (4) Hag ar pevar-var-n’ugent den Ancien, hag ar pevar
aneval en em brosternaz, hag
a adoraz Doue a oa azezet var
an tron, en eur lavaret :
Amen, Alleluia ! (5) Hag eur
vouez a zeuaz euz an tron,
hag a lavare : Meulit hon
Doue, c’houi holl, he zervicherien, ha c’houi pere hoc’h
euz doujans evithan, bihan ha
braz. (6) Hag e kleviz evel
mouez eur bobl vraz, hag evel
mouez kalz a zoureier, hag evel
mouez curunou braz, pere a
lavare : Alleluia ! rag an Aotrou Doue, an Doue Holl-c’halloudec a ren.
(7) En em rejouissomp, ha diskouezomp hon
levenez, ha rentomp gloar
dezhan ; rag deuet eo eured
an Oan, hag he bried a zo en
em gempennet. (8) Hag ez eo
bet roet dezhi d’en em viska
gant lien fin, pur ha gwenn-kan, rag al lien fin eo justis
ar zent. (9) Neuze an eal a
lavaraz d’in : Scriv : Eürus
ar re a zo galvet d’ar banket
euz a eured an Oan ! Lavaret
a reaz d’in ive : Ar re-ze eo
gwir gomzou Doue. (10) Ha me
en em daolaz d’he dreid evit