Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/498

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
489
APOCALYPS, XX.

hen adori ; mes hen a lavaraz d’in : N’a ket da ober kement-se ; me a zo ken-servicher ganez, ha gant da vreudeur pere ho deuz testeni Jesus. Ador Doue, rag testeni Jesus eo ar spered a brofesi.

(11) Neuze e veliz an env digor, ha setu eur marc’h gwenn, hag an hini a oa var he gein, a oa galvet an hini Fidel ha Gwirion, pehini a varn hag a gombat gant justis. (12) He zaou-lagad a oa evel eur flam-tan ; ha var he ben e oa meur a gurunen. Beza hen doa eun hano scrivet ha n’eo anavezet gant den nemed ganthan he-unan. (13) Gwisket e oa gant eur vantel livet gant goad, hag he hano a zo, Ger Doue. (14) An armeou a zo en env, gwisket gant lien fin gwenn-kan, a iea var he lerc’h var gezec gwenn. (15) Euz he c’henou e teue eur c’hleze lem evit skei an nationou, rag gouarn a rai anezhe gant eur wialen houarn hag e wasko gant he dreid beol ar gwin euz a goler hag euz a indignation an Doue holl c’halloudec. (16) Ha var he vantel, ha var he vorzed, hen doa an hano-man scrivet :

Roue ar Rouane hag Aotrou an Aotronez.

(17) Gwelet a riz eun eal en he za en heol, hag a griaz gant eur vouez krenv, en eur lavaret d’an holl lapoused a nije dre greiz an env : Deuit, hag en em dastumit assambles evit fest an Doue braz ; (18) da zebri kig ar rouane, kig ar c’habitaned, kig ar re c’halloudec, kig ar c’hezec hag ar re a ia var ho c’hein, ha kig an holl, ar re libr hag an esclaved ar re vihan hag ar re vraz.

(19) Hag e veliz al. loen, ha rouane an douar hag ho armeou, en em dastumet assambles evit ober brezel d’an hini a oa var ar marc’h, ha d’he arme. (20) Mes al loen a oe tapet, ha ganthan ar fals-profet, pehini hen doa great burzudou dirazhan, dre bere hen doa tromplet ar re ho doa recevet merk al loen, hag ho doa adoret he imach ; ho daou e oent taolet e-beo ebarz al lenn a dan ardant, e-kreiz ar soufr. (21) Hag ar rest a oe lazet gant ar c’hleze a zeue er meaz euz genou an hini a oa var ar marc’h ; hag an holl lapoused a oe maget gant ho c’hig.


CHABISTR XX.



GOUDE-ZE e veliz eun eal o tisken euz an env, ha ganthan alc’houez an abim, hag eur chaden vraz en he zorn ; (2) hag e crogaz en aerouant, ar serpant koz, pehini eo an diaoul ha Satan, hag e