Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/496

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
487
APOCALYPS, XVIII.

maro, ar c’haon hag an naoun, a zeuio er memeus dervez, hag e vezo devet gant an tan ; rag galloudus eo an Aotrou Doue pehini a varn anezhi. (9) Ha rouane an douar, pere ho deuz great impurete ha bevet en dilisou ganthi, a ouelo dezhi, hag a skoio var boul ho c’halon abalamour dezhi, pa velint ar moged euz an tan a zev anezhi. (10) En em derc’hel a raint pell diouthi, gant aoun rag he gwall-boaniou, hag e livirint : Malheur ! Malheur ! Ar gear vraz Babylon, ar gear galloudus, rag he barnedigez a zo deuet en eun heur ! (11) Ha marc’hadourien an douar a ouelo hag a hirvoudo varnezhi, rag den na breno mui ho marc’hadourez : (12) Marc’hadourez aour hag arc’hant, mein pricius, perlez, lien fin, pourpr, sei ha tane, pep seurt coat a c’houez-vad, pep seurt meubl great gant oliphant, gant coat koustus bras, arm, houarn ha marbr, (13) cinnamon, parfumou, baumou a c’houez-vad, ezans, gwin, eol, tumen bleud, ed, loened labour, denved, kezec, kiri, corfou hag eneou tud. (14) Ar frouez a c’hoanta da ene a zo eat kuit diouzid, hag an holl draou delicat ha kaer a zo kollet evidoud ; a-vreman n’ho c’havi ken hiviziken. (15) Ar re a verze an traou-ze, ha pere a oa deuet da veza pinvidic ganthi, en em zalc’ho pell diouthi, gant aoun rag he gwall-boan, o ouela hag oc’h hirvoudi, (16) hag o lavaret : Malheur ! Malheur ! ar gear vraz, pehini a oa gwisket gant lien fin, gant dillad pourpr ha liou tan, ornet gant aour, mein pricius ha perlez ! Rag en eur ober eun heur an holl binvidigezou-ze a zo bet distrujet ! (17) Ha kement sturier, ha kement hini a ia var ar batimanchou, ar vortoloded, ha kement hag a ra trafic var vor, en em zalc’he pell diouthi, (18) hag o velet ar moged a zave euz an tan a zeve anezhi, e crient : Peleac’h ema ar gear a oa par d’ar gear vraz-ze ? (19) Teuler a rent poultren var ho fennou, hag o ouela hag oc’h hirvoudi, e lavarent en eur grial : Malheur ! Malheur ! ar geaz vraz, en pehini e oa en em pinvidikeet dre he zraou koustus ar re holl ho doa batimanchou var ar mor, a zo bet rentet dezert en eun heur hep-ken ! (20) O env, en em laouenna abalamour dezhi, ha c’houi ive, ebestel ha profeted santel ; rag Doue hen deuz accomplisset varnezhi he varnedigezou abalamour deoc’h.

(21) Neuze eun eal galloudus a gemeraz eur mean henvel ouz eur mean milin braz, hag a