Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/490

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
481
APOCALYPS, XIV.

eun oan, hag al loen-ze a gomze evel eun aerouant. (12) Gouarn a rea gant holl c’halloud al loen kenta en he brezans, ha lakaad a rea an douar hag ar re holl a zo o choum varnezhan da adori al loen kenta, a behini ar gouli marvel a oa bet pareet. (13) Hag ober a rea burzudou braz, beteg lakaad tan da zisken euz an env d’an douar, dirag daou-lagad an dud. (14) Ha trompla a rea an dud a oa var an douar, dre ar burzudou a oe roet ar galloud dezhan da ober dirag al loen, o lavaret d’an dud euz an douar ober eun imach d’al loen, pehini goude beza bet taol ar maro digant ar c’hleze, a oa c’hoas en buez. (15) Hag e oe roet dezhan ar galloud da rei buez da imach al loen, evit ma teuje imach al loen da gomz, hag e lekeaz laza ar re holl ne adorent ket imach al loen. (16) Hag ober a rea d’an holl, bihan ha braz, paour ha pinvidic, tud libr pe esclaved, kemer eur merk var ho dorn deo, pe var ho zal. (17) Ha den na helle prena na gwerza, nemed an hini hen doa ar merk pe an hano euz al loen, pe an niver euz he hano. (18) Aman ema ar furnez. An hini hen deuz intentamant, ra gounto an nombr euz al loen, rag eun nombr a zen eo, hag an niver anezhan a zo c’houec’h kant c’houec’h ha tri-ugent.


CHABISTR XIV.



GOUDE-ZE e selliz, hag e veliz an Oan en he za var menez Sion, ha ganthan kant pevar ha daou-ugent mil den, pere ho doa hano he Dad scrivet var ho zal. (2) Hag e kleviz eur vouez euz an env, henvel ouz trouz an doureier braz, hag henvel ouz trouz eur gurun vraz, hag e kleviz eun trouz a delennerien o son gant ho zelennou. (3) Hag e canent evel eur c’hantic nevez dirag an tron, ha dirag ar pevar aneval hag ar re Ancien ; ha den na helle diski ar c’hantic-se, nemed ar c’hant pevar ha daou-ugent mil, pere a zo bet prenet euz an douar. (4) Ar re-ze eo ar re n’int ket bet en em souillet gant merc’hed ; rag gwerc’h int. Ar re-ze eo ar re a heuil an Oan, pe leac’h-benag ma’z a. Ar re-ze eo ar re a zo bet prenet a-douez an dud, evel ar c’henta-frouez da Zoue ha d’an Oan ; (5) hag en ho genou n’euz ket bet kavet a faozentez ; rag dinam int dirag tron Doue.

(6) Hag e veliz eun eal all o nijal dre greiz an env, hag an Aviel eternel ganthan, evit he brezeg d’ar re a zo o choum