Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/491

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
482
APOCALYPS, XIV.

var an douar, da bep nation, da bep tribu, da bep langach ha da bep pobl, (7) en eur lavaret gant eur vouez krenv : Doujit Doue, ha roit gloar dezhan, rag deuet eo heur he varn ; hag adorit an hini hen deuz great an env hag an douar, ar mor ha mamennou an doureier.

(8) Hag eun eal all a heulliaz anezhan, en eur lavaret : Kwezet eo, kwezet eo, Babylon, ar gear vraz, abalamour ma he deuz roet da eva d’an holl nationou ar gwin euz he lubricite diroll.

(9) Hag unan all, an trede eal a zeuaz varlerc’h ar re-man, en eur lavaret a vouez huel : Mar deu unan-benag da adori al loen hag he imach, ha da gemer he verk var he dal, pe var he zorn, (10) hennes a evo ive ar gwin euz a goler Doue, gwin pur preparet er c’halir euz he goler, hag e vezo tourmantet en tan hag er soufr, dirag an elez santel, ha dirag an Oan. (11) Hag ar moged euz ho zourmant a zavo da virviken ; hag ar re ho devezo adoret al loen hag he imach, ha piou-benag hen devezo kemeret ar merk euz he hano, n’ho devezo ehan e-bed, nag en noz nag en deiz. (12) Setu aman patianted ar zent, setu aman ar re a vir gourc’hemenou Doue, ha feiz Jesus.

(13) Hag e kleviz eur vouez euz an env, hag a lavare d’in : Scriv : Eürus divar vreman ar re varo pere a varv en Aotrou ! Ia, eme ar Spered, rag diskuiza a reont euz ho labouriou, hag ho oberou a ia d’ho heuil.

(14) Sellet a riz c’hoas, hag e veliz eur goabren venn, hag unan azezet var ar goabren henvel ouz Mab an den, ha var he ben eur gurunen aour, hag en he zorn eur falc’h lem. (15) Hag eun eal all a zeuaz er meaz euz an templ, o crial gant eur vouez krenv d’an hini a oa azezet var ar goabren : Taol da falc’h, ha med ; rag deuet eo an amzer da vedi, rag eost an douar a zo daro. (16) Neuze an hini a oa azezet var ar goabren, a daolaz he falc’h var an douar, hag an douar a oe medet.

(17) Hag eun eal all a zeuaz er meaz euz an templ, a oa en env, ha ganthan ive eur falc’h lem. (18) Ha dond a reaz er meaz euz an aoter eun eal all, hag hen doa galloud var an tan, hag he-man a griaz, gant eur vouez huel, d’an hini a oa ganthan ar falc’h lem, en eur lavaret dezhan : Taol da falc’h lem ha dastum ar bodennou rezin euz a winien an douar, rag ar rezin anezhi a zo daro. (19) Hag an eal a daolaz he falc’h var an douar, hag a zastumaz