Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/489

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
480
APOCALYPS, XIII.

a eun amzer, pell diouz prezans ar serpant. (15) Hag ar serpant, euz he c’henou, a daolaz dour, evel eur ster, varlerc’h ar vreg, evit ma’z aje gant an dour euz ar ster. (16) Mes an douar a zicouraz ar vreg, hag an douar a zigoraz hag a lounkaz ar ster hen doa an aerouant taolet euz he c’henou. (17) An aerouant en em lekeaz en coler ouz ar vreg, hag ez eaz da ober brezel ouz ar rest euz he lignez pere a vir gourc’hemenou Doue, hag ho deuz testeni Jesus-Christ.

Hag e choumiz em za var an treaz euz ar mor ;


CHABISTR XIII.



HAG e veliz o sevel euz ar mor eul loen pehini hen doa seiz pen ha deg corn, ha var he gerniel deg curunen, ha var he bennou eun hano a vlasphem. (2) Hag al loen a veliz a oa henvel ouz eul leopard ; he dreid a oa evel treid eun ours, hag he c’henou evel genou eul leon. Hag an aerouant a roaz dezhan he nerz, hag he dron, hag eur galloud braz. (3) Hag e veliz unan euz he bennou evel glazet d’ar maro ; mes ar gouli marvel-ze a oe pareet, hag ar bed holl souezet, a ieaz var lerc’h al leon. (4) Hag e oe adoret an aerouant hen doa roet he c’halloud d’al loen ; hag ec’h adorjont ive al loen, en eur lavaret : Piou a zo henvel ouz al loen, ha piou a hello combatti outhan ? Ha roet e oe dezhan eur genou hag a lavare traou braz ha blasphemou ; ha galloud a oe roet dezhan da ober brezel e-pad daou vis ha daou-ugent. Hag hen a zigoraz he c’henou evit gwall-gomz a-enep Doue, a-enep he hano hag he dabernacl, hag a-enep ar re a choum en env. (7) Hag e oe roet ive dezhan ar galloud da ober brezel d’ar zent, ha da veza treac’h dezhe. Hag e oe roet dezhan galloud var bep tribu, ha langach, ha nation. (8) Hag ar re holl a zo o choum var an douar, ha n’eo ket scrivet ho hanoiou, adaleg crouidigez ar bed, el levr a vuez euz an Oan a zo bet lakeat d’ar maro, a adoraz anezhan. (9) Mar d’euz unan-benag hag hen deuz diou-skouarn, ra zelaouo. (10) Mar d’euz unan-benag hag a gas d’ar gaptivite, ez ai he-unan d’ar gaptivite ; mar d’euz unan-benag hag a laz gant ar c’hleze, e ranko he-unan beza lazet gant ar c’hleze ; aman ema patianted ha feiz ar zent.

(11) Neuze e veliz eul loen all o sevel euz an douar, hag hen doa daou gorn henvel ouz re