Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/484

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
475
APOCALYPS, IX.

c’hoero ; hag an drederen euz an doureier a oe troet en huelen-c’hoero ; ha kalz a dud a varvaz gant an dour, dre ma oa deuet da veza c’hoero.

(12) Neuze ar pevare eal a zonaz gant he drompil ; hag e oe skoet an drederen euz an heol, hag an drederen euz al loar, hag an drederen euz ar stered, en hevelep doare ma oe tenvaleet an drederen anezhe, ha ma kollaz an drederen euz an deiz he sclerijen, kerkoulz hag an noz.

(13) Goude-ze e veliz, hag e kleviz eun eal o nijal dre greiz an env, en eur lavaret a vouez huel : Malheur, malheur, malheur d’ar re a choum var an douar, abalamour d’ar zon euz trompillou an tri eal a dle dond c’hoas da zon !


CHABISTR IX.



HAG ar pemved eal a zonaz gant he drompil, hag e veliz eur stereden kwezet euz an env d’an douar ; hag alc’houez punz an abim a oe roet d’an eal-ze. Hag e tigoraz punz an abim, hag e savaz euz ar punz eur vogeden, henvel ouz moged eur forn vraz ; hag an heol hag an ear a oe tenvaleet gant ar moged euz ar punz ; (3) hag euz ar moged-se e teuaz killeien-raden pere a zeuaz da c’holo an douar ; ha roet e oe dezhe eur galloud henvel ouz galloud ar scorpioned euz an douar. (4) Hag e oe lavaret dezhe diwall da ober droug e-bed d’ar yeot euz an douar, na da netra a c’hlaz, na da vezen e-bed ; nemed hep-ken d’an dud n’ho deuz ket siel Doue var ho zal. (5) Hag e oe roet dezhe ar galloud, nann d’ho laza, mes d’ho zourmanti e-pad pemp mis, hag ho zourmant a oa henvel ouz an hini a ra ar scorpion pa ro eun taol-flem da eun den. (6) En deiziou-ze an dud a glasko ar maro, ha n’her c’havint ket ; hag e c’hoantaint mervel, mes ar maro a dec’ho kuit diouthe. (7) Ar c’hilleien-raden-man a oa henvel ouz kezec prest evit ar brezel ; bez’ e oa var ho fennou evel curunennou henvel ouz aour, bag ho bizach a oa henvel ouz bizach tud. (8) Bleo ho doa hag a oa evel bleo merc’hed, hag ho dent a oa henvel ouz dent leoned. (9) Beza ho doa cuirasennou evel cuirasennou houarn ; hag an drouz euz ho diou-askel a oa henvel ouz trouz kirri ha kalz a gezec o redec d’ar brezel. (10) Beza ho doa lostou henvel ouz lostou ar scorpioned, hag eur flem en ho lost ; hag ho galloud a oa da noazoud d’an dud e-pad pemp mis. (11) Beza