Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/483

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
474
APOCALYPS, VIII.

dezhan : Aotrou, her gouzoud a rez. Hag hen a lavaraz d’in : Ar re-ze eo ar re a zo deuet er meaz euz an drubuil vraz, hag ho deuz gwalc’het ho zaeou, hag ho deuz gwennet anezhe en goad an Oan. (15) Abalamour da ze emaint dirag tron Doue, hag e servichont anezhan noz-deiz en he dempl ; hag an hini a zo azezet var an tron, a astenno he danten varnezhe. (16) N’ho devezo mui a naoun, ha n’ho devezo mui a zec’hed ; hag an heol na skoio ken varnezhe, na tomder ebed ; rag an Oan, pehini a zo e-kreiz an tron ho reno evel eur mesaer, hag ho c’hunduo da feunteuniou a zour beo, ha Doue a zec’ho an holl daelou euz ho daou-lagad.


CHABISTR VIII.



PA hen doe an Oan digoret ar seizved siel, e-pad eun hanter heur pe var-dro, ne oe klevet trouz e-bed en env. (2) Hag e veliz ar seiz eal a vez en ho za dirag Doue, hag e oe roet dezhe seiz trompil.

(3) Hag eun eal all a zeuaz hag en em zalc’haz tost d’an aoter, ha ganthan eun ezansouer aour, ha roet e oe dezhan kalz a ezans da offr, gant pedennou an holl zent, var an aoter aour a zo dirag an tron. (4) Hag ar moged euz an ezans, gant pedennou ar zent, a zavaz d’an neac’h, euz a zorn an eal dirag Doue. (5) Neuze an eal a gemeraz an ezansouer hag hen leuniaz euz a dan divar an aoter, hag hen taolaz var an douar ; hag e c’hoarvezaz moueziou, ha curunou, ha luc’hed, hag eur c’hrennamant douar.

(6) Neuze ar seiz eal, a oa ar seiz trompil ganthe, en em breparaz, da zon gant an trompillou.

(7) Hag an eal kenta a zonaz, hag e teuaz kazerc’h ha tan kemmesket gant goad da gweza var an douar ; hag an drederen euz ar gwez a oe devet, hag an holl yeot glaz a oe devet.

(8) Hag an eil eal a zonaz gant an drompil, hag e oe sklapet er mor evel eur menez braz entanet-holl ; hag an drederen euz ar mor a oe troet en goad. (9) Hag an drederen euz ar grouadurien a oa er mor, hag ho doa buez, a varvaz ; hag an drederen euz ar batimanchou a oe distrujet.

(10) Hag an trede eal a zonaz gant he drompil, hag e kwezaz euz an env eur stereden vraz henvel ouz eul lamp o tevi, hag e kwezaz var an drededen euz ar steriou, ha var vamennou an doureier. (11) Hag hano ar stereden-ze a oa Huelen-