Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/485

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
476
APOCALYPS, X.

ho doa varnezhe eur roue, eal an abim, galvet enn hebreach Abaddon, hag en gregach Apollyon (Distrujer).

(12) Ar c’henta gwalen tremenet, setu ma teu c’hoas diou walen all goude honnes.

(13) Hag ar c’houec’hved eal a zonaz gant he drompil ; hag e kleviz eur vouez o tond euz a bevar c’horn an aoter aour a zo dirag Doue, (14) hag a lavare d’ar c’houec’hved eal a oa an drompil ganthan : Tenn ho liammou d’ar pevar eal a zo stag var ar ster vraz Euphrates. (15) Kerkent e oe distaget ar pevar eal pere a oa prest d’an heur, d’an deiz, d’ar mis, d’ar bloaz, da laza an derved loden euz an dud. (16) Hag an niver euz a gavalierien an arme-ze a oa daou c’hant milion ; rag klevet a riz an niver anezhe. (17) Hogen evel-hen e veliz ar c’hezec er vision ; ar re a oa var ho c’hein ho doa cuirasennou a liou tan hag hyacinth ha soufr ; pennou ar c’hezec a oa henvel ouz pennou leoned ; hag euz ho genou e teue tan, ha moged, ha soufr. (18) An drederen euz an dud a oe lazet gant an tri dra-man, gant an tan, gant ar moged, ha gant ar soufr a zeue er meaz euz ho genou. (19) Hag ho galloud a oa en ho genou, hag en ho lostou, hag ho lostou, henvel ouz serpanted, ho doa pennou ; ha gant ar re-man e reant drouk. (20) Hag ar rest euz an dud pere ne oant ket lazet gant ar gwalennou-man n’ho doe ket a geuz euz a oberou ho daouarn, evit paouez da adori an diaoulou hag an idolou aour, hag arc’hant, ha mean ha coat, pere na hellont na gwelet, na klevet, na bale. (21) N’ho doe ket a geuz euz ho lazerezou, nag euz ho zorselachou, nag euz ho libertinach, nag euz ho laeronsiou.


CHABISTR X.



HAG e veliz eun eal galloudec all, o tisken euz an env, eur goabren en-dro dezhan, hag eur ganeveden var he ben ; he vizach a oa evel an heol, hag he dreid evel pillierou tan. (2) Bez e oa ganthan en he zorn eul levr bihan digor ; hag e lekeaz he droad deo var ar mor, hag he hini kleiz var an douar ; hag e criaz gant eur vouez krenv, evel eul leon o iudal, ha pa hen doe criet, ar seiz curun a roaz da glevet ho moueziou. (4) Ha pa ho doe ar seiz curun roet ho moueziou da glevet, ez ean da scriva ; hag e kleviz eur vouez euz an env hag a lavare d’in : Dalc’h siellet an traou ho deuz lavaret ar seiz