Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/48

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
39
SANT VAZE, XX.

varaz dezhe : E gwirionez e lavaran deoc’h, penaos c’houi, pere hoc’h euz va heuliet, en eil c’hanedigez, pa azezo Mab an den var dron he c’hloar, e veot ive azezet var daouzec tron, o varna an daouzec tribu a Israel. (29) Ha kement hini hen devezo dilezet ties, pe breudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe vam, pe greg, pe bugale, pe douarou, abalamour d’am hano, a recevo kant gwech kemend all, hag ec’h herito euz ar vuez eternel. (30) Mes kalz euz ar re genta a vezo ar re ziveza ; hag ar re ziveza a vezo ar re genta.


CHABISTR XX.


R AG rouantelez an envou a zo henvel ouz eur pentiegez hag a ieaz er meaz beure-mad da c’hopra labourerien evit he winien. (2) Hag o veza great marc’had gant al labourerien eun diner evit eun devez, e kassaz anezhe d’he winien. (3) Mond a reaz c’hoas er meaz var-dro an trede heur, hag e velaz darn all pere a oa var ar blasen hep ober netra, hag e lavaraz dezhe : (4) It ive c’houi d’am gwinien, hag e roin deoc’h ar pez a vezo just. (5) Hag ec’h ejont d’ar winien. Mond a reaz er meaz adare e-tro ar c’houec’hved, hag an naoved heur, hag e reaz ar memeus tra. (6) Hag o veza eat er meaz e-tro an unecved heur, e kavaz re all hag a oa dilabour, hag e lavaraz dezhe : Perag e choumit-hu aze hed an deiz hep ober netra ? (7) Int a respontaz dezhan : Dre n’eo deuet den e-bed da c’hopra ac’hanomp. Hag hen a lavaraz dezhe : It ive c’houi d’am gwinien, hag e recevot ar pez a vezo just. (8) Pa oe deuet an abardaez, mestr ar winien a lavaraz d’he vevel braz : Galv al labourerien, ha ro dezhe ho gopr, o commans gant ar re ziveza beteg ar re genta. (9) Ar re a oa bet gopreet e-tro an unecved heur o veza deuet, e recevjont peb a ziner. (10) Pa zeuaz ar re genta, e sonje dezhe e recevjent muioc’h ; mes ar re-man a recevaz ive peb a ziner. (11) Ha pa ho doe recevet anezhan e vurmurent a-enep ar pentiegez, en eur lavaret : (12) Ar re ziveza-ze n’ho deuz labouret nemed eun heur, hag ec’h euz lakeat anezhe ingal deomp-ni, pere hon euz douget ar beac’h euz an deiz hag euz an domder. (13) Mes hen, o respont, a lavaraz da unan anezhe : Va mignon, na ran gaou e-bed ouzid ; ha n’ec’h euz-te ket great marc’had ganen evit eun diner ? (14) Kemer ar pez a zo d’id, ha kea kuit.