Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/47

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
38
SANT VAZE, XIX.

ket evit receo ar gomz-ze, n’ez euz nemed ar re da bere ez eo bet roet ar galloud a gement-se. (12) Rag bez’ ez euz eunuked, hag a zo eunuked azaleg kov ho mam ; re all pere a zo bet great eunuked gant an dud ; ha bez’ ez euz re all pere a zo en em c’hreat eunuked ho-unan abalamour da rouantelez an envou. Piou-benag a hell compren an dra-man, ra zeui d’her c’hompren.

(13) Neuze e oe digasset dezhan bugaligou, evit ma lakaje he zaouarn varnezhe, ha ma pedje ; mes an diskibien a reprene anezhe. (14) Mes Jesus a lavaraz ; Lezit ar vugaligou, ha na zifennit ket outhe dond d^am c’havout ; rag rouantelez an envou a zo d’ar re a zo henvel outhe. (15) Ha goude beza astennet he zaouarn varnezhe, ez eaz kuit ac’hane.

(16) Ha setu ma teuaz unan hag a lavaraz dezhan : Mestr mad, petra a dlean-me da ober a vad evit kaoud ar vuez eternel ? (17) Hen a respontaz : Perag am galvez-te mad ? N’ez euz hini mad e-bed, nemed Doue hep-ken. Hogen mar fell d’id mond er vuez, mir ar gourc’hemenou. Pe re ? emezhan. Jesus a respontaz dezhan : (18) Na lazi ket ; na ri ket a avoultriach ; na laeri ket ; na liviri ket a desteni faoz ; henor da dad ha da vam ; (19) ha karoud a ri da nessa evel-d’oud da-unan. An den yaouank a lavaraz dezhan : (20) Miret em euz an holl draou-ze adaleg va yaouankiz : petra a vank d’in-me c’hoas ? (21) Jesus a lavaraz dezhan. Mar fell d’id beza parfet, kea, gwerz ar pez ec’h euz, ha ro-hen d’ar beorien ; hag e pezo eun tenzor en env ; neuze, deuz hag heul ac’hanoun. (22) Mes, pa glevaz an den yaouank ar gomz-se, ez eaz kuit gwall-drist, rag madou braz hen doa.

(23) Neuze Jesus a lavaraz d’he ziskibien : E gwirionez hen lavaran deoc’h, dies eo da eun den pinvidic antren e rouantelez an envou. (24) Ha me a lavar deoc’h c’hoas : Ezetoc’h eo da eur c’hanval tremen dre graouen eun nadoz, eged n’ed eo da eun den pinvidic antren e rouantelez Doue. (25) He ziskibien, o veza klevet kement-se, a oe souezet braz, hag e lavarent : Piou eta a hell beza salvet ? (26) Ha Jesus, o sellet outhe, a lavaraz dezhe : Evit an dud, an dra-ze a zo impossubl : mes evit Doue, pep tra a zo possubl.

(27) Neuze Per, o komz outhan, a lavaraz : Setu, ni hon euz dilezet pep tra, hag hon euz da heuliet ; petra ’ta a erruo evidomp-ni ? (28) Ha Jesus a la-