bet lakeat d’ar maro Antipas va merzer fidel en ho touez, el leac’h ma ema Satan o choum. (14) Mes eun draic-benag em euz en da enep, beza ec’h euz aze tud hag a heuil doctrin Balaam, pehini a zeske da Valak lakaad eun occasion a bec’hed dirag bugale Israel, evit lakaad anezhe da zebri traou sacrifiet d’an idolou, ha da gweza ebarz an impudicite. (15) Evel-se, te ive, ec’h euz aze tud hag a zalc’h doctrin an Nicalaïted ; hag em euz kâs euz a gement-se. (16) Distro eta ; anez me a zeuio d’az kavoud hep-dale, hag e combattin en ho enep gant ar c’hleze euz va genou. (17) Ra zeui an hini hen deuz diou-skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou : D’an hini a drec’ho, me a roio dezhan da zebri euz ar mann kuzet ; hag e roin dezhan eur vilien venn, ha var ar vilien-ze e vezo scrivet eun hano nevez, ha n’eo anavezet gant den e-bed, nemed gant an hini a receo anezhan.
(18) Scriv ive d’an eal euz a Iliz Thyatira :
Setu aman petra a lavar Mab Doue, pehini hen deuz daoulagad evel eur flam-tan, hag he dreid henvel ouz coevr euz ar c’haera. (19) Anaoud a ran da oberou, da garantez, da zervich, da feiz, ha da batianted ; ha gouzoud a ran ema da oberou diveza en tu-all d’az re genta. (20) Mes beza em euz eun draic-benag en da enep : lezel a rez Jesabel, ar vreg-se pehini a bretant beza profetez, da zond da gelen ha da drompla va zervicherien, evit ho lakaad da gweza en impurete, ha da zebri traou sacrifiet d’an idolou. (21) Ha me em euz roet amzer dezhi da zistrei euz he impurete; mes n’eo ket fellet dezhi hen ober. (22) Setu, ez an da deuler anezhi var eur gwele a boan ; hag ar re a ra avoultriach ganthi a vezo en eun affliction vraz, mar ne deuont ket da zistrei deuz ho oberou. (23) Hag e lakain be bugale da vervel ; hag an holl Ilizou a ouezo penaos ez oun an hini a zont ar c’hroazellou hag ar c’halonou ; hag e roin da bep hini ac’hanoc’h hervez he oberou. (24) Mes lavaret a ran deoc’h-hu, ha d’ar re all en Thyatira, ha da gement hini ha na heuil ket an doctrin-man, ha pere, emezhe, n’ho deuz ket anavezet an dounder euz a Satan : Ne daolin beac’h-all e-bed varnoc’h; (25) mes da vihana dalc’hit mad ar pez hoc’h euz, bete ma teuin. (26) Rag d’an hini hen devezo trec’het, hag a raio va oberou beteg ar fin, me a roio dezhan galloud var an natio-