Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/477

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
468
APOCALYPS, III.

nou. (27) Ho gouarn a rai gant eur walen houarn, hag evel ma vruzuner vesseliou pri, evel ma em euz ive recevet ar galloud-se a-berz va Zad. (28) Hag e roin dezhan stereden ar mintin. (29) Ra zeui an hini hen deuz diou-skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.


CHABISTR III.



SCRIV ive d’an eal euz an Iliz a zo en Sardis :

Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar seiz spered a Zoue hag ar seiz stereden : Anaoud a ran da oberou ; ar brud ec’h euz da veza beo ; mes te a zo maro. (2) Laka evez, ha krenva ar pez a choum c’hoas hag a zo o vond da vervel ; rag n’am euz ket kavet da oberou parfet dirag Doue. (3) Dalc’h sonj-mad eta euz ar pez ec’h euz recevet ha klevet, dalc’h anezhe, ha distro. Mar na gerez diwall, me a zeuio varnoud evel eul laer, ha na ouezi ket da be heur e teuin varnoud. (4) Beza ec’h euz ive en Sardis eun neubeud tud pere n’ho deuz ket saotret ho dillad, ha pere a valeo ganen en dillad gwenn, rag dign int a gement-se. (5) An hini a drec’ho, hennes a vezo gwisket gant dillad gwenn, ha na effacin ket he hano divar levr ar vuez ; mes anzav a rin he hano dirag va Zad ha dirag he elez. (6) Ra zeui an hini hen deuz diou-skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.

(7) Scriv ive d’an eal euz a Iliz Philadelphia :

Setu aman ar pez a lavar an Hini a zo santel, an Hini a zo gwirion, an Hini a zo alc’houez David ganthan; an Hini a zigor, ha den na hell serri ; hag a zer, ha den na hell digeri : (8) Anaoud a ran da oberou ; setu, em euz digoret eun nor dirazoud, ha den na hell he zerri ; abalamour ma c’heuz neubeud a nerz, ha ma c’heuz miret va ger, ha n’ec’h euz ket nac’het va hano. (9) Setu e roin d’id darn euz a zinagog Satan, pere a lavar ez int Judevien, ha n’int ket, mes pere a lavar gevier ; setu e rin dezhe dond d’en em brosterni dirag da dreid, evit ma ouezint em euz karet ac’hanoud. (10) Abalamour ma ec’h euz miret ar ger euz va fatianted, me ive a viro ac’hanoud euz a heur an dentation pehini a dle dond var ar bed holl, evit amprouv ar re a zo o choum var an douar. (11) Emoun prest da zond ; dalc’h stard ar pez ec’h euz, evit na gemero den da gurunen. (12) An hini a