CRIV d’an eal euz a Iliz
Ephesus :
Setu aman ar pez a lavar an hini a zalc’h ar seiz stereden en he zorn deo, ha pehini a vale e-kreiz ar seiz cantoleur aour : (2) Anaoud a ran da oberou, ha da labour, ha da batianted ; ha gouzoud a ran penaos na hellez ket anduri an dud fall ; hag ec’h euz amprouvet ar re a lavar ho-unan ez int ebestel, ha n’int ket, hag ec’h euz ho c’havet gaouiad. (3) Gouzanvet ec’h euz bet, hag ec’h euz bet patianted, hag ec’h euz labouret evit va hano, ha n’ec’h euz ket kollet a gourach. (4) Mes me em euz kement-man en da enep, dilezet ec’h euz da garantez kenta. (5) Dalc’h sonj eta a be leac’h ez oud kwezet, kemer keuz, ha gra da oberou kenta ; anez e teuin d’az kavoud dizale, hag e lammin da gantoleur euz he blas, ma na zistroez ket. (6) Koulskoude ec’h euz an dra-man, kâs ec’h euz ouz oberou an Nicolaïted, ouz pere em euz kâs ive. (7) Ra zeui an hini hen deuz diou-skouarn, de zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou : D’an hini a vezo treac’h, me a roio dezban da zebri euz ar vezen a vuez, pehini a zo e-kreiz barados Doue.
(8) Scriv ive d’an eal euz a Iliz Smyrn :
Setu aman ar pez a lavar ar C’henta hag an Diveza, pehini a zo bet maro, hag a zo deuet adare da vuez : (9) Anaoud a ran 9 da oberou, ha da drubuliou, ha da baourentez, (petra-benag ma’z oud pinvidic,) ha droug-prezegerez ar re a lavar ez int Judevien, ha n’int ket, mes a zo eur sinagog euz a Satan. (10) N’az pez aoun rag netra euz an traou e pezo da c’houzanv ; setu, an diaoul aia da deurel darn ac’hanoc’h er prizon, evit ma veot amprouvet ; ha c’houi ho pezo eun affliction a zeg devez. Bez fidel beteg ar maro, hag e roin d’id ar gurunen a vuez. (11) An hini hen deuz diouskouarn, ra zelaouo ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou : An hini a drec’ho, na recevo koll e-bed euz an eil maro.
(12) Scriv ive d’an eal euz a Iliz Pergamus :
Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar c’hleze lem euz an daou du : (13) Anaoud a ran da oberou, hag al leac’h en pehini emoud o choum, el leac’h ma ema tron Satan ; hag e talc’hez va hano, ha n’ec’h euz ket nac’het va feiz memeus en deiz ma’z eo