Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/474

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
465
APOCALYPS, I.

great rouane ha beleien da Zoue he Dad ; dezhan ar gloar hag ar galloud da virviken ! Amen. (7) Setu, ema o tond var ar goabrennou, ha pep lagad a velo anezhan, hag ar re memeus ho deuz toullet anezhan ; hag an holl boblou euz an douar a skoio va boul ho c’halon dirazhan. Ia, Amen.

(8) Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin, eme an Aotrou, an Hini a zo, a oa, hag a vezo, an Holl-C’halloudec.

(9) Me, Ian, ho preur hag ho consort en drubuil hag er rouantelez, hag er batianted en Jesus-Christ, a oa en enezen a c’halver Patmos, abalamour da c’her Doue, ha d’an desteni a Jesus-Christ.

(10) Ravisset e oenn a spered da zeiz an Aotrou, hag e kleviz adre d’in eur vouez vraz, evel hini eun drompil, (11) hag a lavare : Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag an diveza ; ar pez a velez, scriv-hen en eul levr hag hen kas d’ar seiz Iliz a zo en Azi, en Ephesus, e Smyrn, en Pergamus, e Thyatira, e Sardis, en Philadelphia hag en Laodicea. (12) Neuze e tistroiz evit gwelet a be leach e teue ar vouez a gomze ouzin ; hag o veza distroet, e veliz seiz cantoleur aour ; (13) hag e-kreiz ar seiz cantoleur, unan henvel ouz Mab an den, gwisket gant eur zae hir, ha gourizet var boul he galon gant eur gouriz aour. (14) He ben hag he vleo a oa gwenn, evel gloan gwenn, evel an erc’h, hag he zaoulagad a oa evel eur flam-tan ; (15) he dreid, henvel ouz coevr euz ar c’haera, a luc’he evel pa vijent en eur fournez a dan, hag he vouez a oa evel mouez an doureier braz. (16) Bez’ e oa ganthan en he zorn deo seiz stereden ; euz he c’henou e teue eur c’hleze lem euz an daou du, hag e vizach a lugerne evel an heol e-kreiz he nerz. (17) Hogen, pa veliz anezhan, e kweziz d’he dreid evel pa vijen maro, hag hen a lakeaz he zorn deo varnoun, en eur lavaret d’in : Na pez ket a aoun ; me eo ar c’henta hag an diveza, an hini a zo beo ; (18) bet oun maro, ha setu ez oun beo da virviken, Amen ; ha ganen ema alc’houezou an ifern hag ar maro. (19) Scriv an traou ec’h euz gwelet, an traou a zo hag ar re a dle c’hoarvezoud goude ar re-man. (20) Setu aman myster ar seiz stereden ec’h euz gwelet em dorn deo, hag ar seiz cantoleur aour : Ar seiz stereden eo an elez euz ar seiz Iliz ; hag ar seiz cantoleur ec’h euz gwelet, eo ar seiz Iliz.