Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/473

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
464
APOCALYPS, I.

amzer diveza, pere a valeje hervez ho c’hoantou diroll hag impi. (19) Ar re-man a zo tud hag en em disparti ho-unan, tud douget d’ho c’horf, ha n’ema ket ar Spered ganthe.

(20) Mes c’houi, breudeur ker, oc’h en em edifia hoc’h-unan var ho feiz santel meurbed, hag en eur bedi dre ar Spered- Santel, (21) en em dalc’hit e karantez Doue, o c’hortoz trugarez hon Aotrou Jesus-Christ evit ar vuez eternel. (22) Kemerit truez ouz darn hag a zo en douetans, (23) sovetait ar re all dre ar spount, o tenna anezhe euz an tan, kaout kas beteg ouz an dillad a zo bet saotret gant ho c’horf.

(24) Hogen d’an hini a zo galloudec d’ho tiwall a bep lam, ha d’ho lakaad dinam ha leun a joa e prezans he c’hloar, da Zoue, hor Zalver, en pehini hep-ken ema ar furnez, ra vezo ar gloar, an henor, an nerz hag ar galloud, breman ha da virviken ! Amen.


————


APOCALYPS


(pe revelation),


SANT IAN AN THEOLOGIAN.


CHABISTR I.



REVELATION Jesus-Christ, roet dezhan gant Doue, evit diskouez d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezout hep-dale, hag hen deuz roet da anaoud, en eur zigas he eal da Ian, he zervicher ; (2) pehini hen deuz discleriet ger Doue, ha testeni Jesus-Christ, ha kement hen deuz gwelet. (3) Eürus an hini a len, hag ar re a zelaou ar c’homzou euz ar brofesi-man, hag a vir an traou scrivet enhi ; rag an amzer a zo tost.

(4) Ian, d’ar seiz Iliz a zo en Azi. Gras ha peoc’h a-berz an Hini a zo, a oa, hag a vezo, hag euz a-berz ar seiz spered pere a zo dirag he dron ; (5) hag euz a-berz Jesus-Christ, an test fidel, ar c’henta ganet a-douez ar re varo, hag ar Prins euz a rouane an douar. (6) D’an hini hen deuz karet ac’hanomp, hag hen deuz hor gwalc’het euz hor pec’hejou dre he oad, hag hen deuz hor