Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/467

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
458
I. S. IAN, IV.

Doue ; (3) ha kement spered ha na anzav ket ez eo Jesus-Christ deuet er c’hig, n’eo ket a-berz Doue. Hogen, hennes eo spered an Ante-christ, divar-ben pehini hoc’h euz klevet lavaret ema o tond, ha pehini a zo dija breman ebarz ar bed. (4) C’houi, bugaligou a zo euz a Zoue, hag hoc’h euz trec’het anezhe, rag an hini a zo enoc’h, a zo brassoc’h eged an hini a zo er bed. (5) Int a zo euz ar bed, dre-ze e komzont hervez ar bed, hag ar bed a zelaou anezhe. (6) Ni a zo euz a Zoue ; an hini a anavez Doue, a zelaou ac’hanomp ; an hini n’eo ket euz a Zoue, na zelaou ket ac’hanomp : dre gement-se ec’h anavezomp ar spered a wirionez hag ar spered a c’haou.

(7) Bugale muia-karet, en em garomp an eil egile ; rag ar garantez a zeu euz a Zoue, ha kement hini a gar, a zo ganet euz a Zoue, hag a anavez Doue. (8) An hini na gar ket, n’hen deuz ket anavezet Doue, rag Doue a zo karantez. (9) Karantez Doue en hor c’henver a zo en em diskouezet dre ma hen deuz digasset Doue he Vab unic er bed, evit ma vevimp dreizhan. (10) E kement-man ema ar garantez : n’e ket ni eo hon euz karet Doue, mes Doue eo hen deuz hor c’haret, hag hen deuz digasset he Vab, da veza eur sacrifis a adunvaniez evit hor pec’hejou. (11) Bugale muia-karet, mar hen deuz Doue hor c’haret evel-se, ni a dle ive en em garet en eil egile. (12) Den e-bed n’hen deuz biscoas gwelet Doue ; mar en em garomp an eil egile, Doue a choum enomp, hag he garantez a zo peur-c’hreat enomp. (13) E kement-man ec’h ouzomp penaos e choumomp enhan hag hen enomp, o veza ma hen deuz roet deomp euz he Spered. (14) Ha ni hon euz gwelet, hag e roomp testeni penaos an Tad hen deuz digasset ar Mab, Salver ar bed. (15) Piou-benag a anzavo ez eo Jesus Mab Doue, Doue a choum enhan, hag hen en Doue. (16) Evidomp-ni, hon euz anavezet ar garantez hen deuz Doue evidomp hag hon euz credet enhan : Doue a zo karantez ; hag an hini a choum er garantez, a choum en Doue, ha Doue enhan. (17) E kement-man eo peur-c’hreat ar garantez enomp, evit ma hor bezo fizians en deiz ar varn ; rag evel ma’z eo he-unan, evel-se ez omp ive er bed-man. (18) Er garantez ne vez aoun e-bed, mes ar garantez parfet a daol kuit an aoun ; rag pa vez aoun, e vez ive eur bunition-benag, hag an hini hen deuz aoun n’eo ket parfet er garantez. (19) Evidomp-ni, ni a gar anezhan, aba-