Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/466

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
457
I. S. IAN, IV.

kement-se eo e teu bugale Doue ha bugale an diaoul d’en em rei da anaoud. Piou-benag na ra ket ar justis ha na gar ket he vreur, n’eo ket euz a Zoue. (11) Rag ar pez a zo bet annonset deoc’h, hag hoc’h euz klevet adaleg ar pen-kenta, eo ma teuimp d’en em garet an eil egile ; (12) n’eo ket evel Caïn, pehini a oa euz an diaoul, hag a lazaz he vreur. Ha perag e lazaz anezhan ? Abalamour ma oa fall he oberou he-unan, ha mad re he vreur.

(13) Breudeur, na vezit ket souezet mar deu ar bed d’ho kasaad. (14) Pa garomp hor breudeur, ec’h anavezomp ez omp tremenet euz ar maro d’ar vuez. An hini na gar ket he vreur a choum er maro. (15) Piou-benag hen deuz kaz ouz he vreur a zo eur muntrer ; ha gouzoud a rit penaos muntrer e-bed n’hen deuz enhan ar vuez eternel. (16) Ni hon euz anavezet ar garantez, dre ma hen deuz-Hen roet he vuez evidomp ; ha ni a dle ive rei hor buez evit hor breudeur. (17) Hogen, an hini hen defe madou ar bed-man, hag o velet he vreur o kaoud ezom, a zerfe he galon outhan, penaos e choumfe karantez Doue enhan ? (18) Va bugaligou, diwallomp da garet dre gomz, ha divar beg hon teod, mes karomp dre hon oberou, hag en gwirionez. (19) Rag evel-se eo ec’h anavezomp penaos ez omp euz ar wirionez, hag ec’h assurimp hor c’halonou dirazhan ; (20) rag mar deu hor c’halon da gondaoni ac’hanomp, Doue a zo brassoc’h eged hor c’halon, hag anaoud a ra pep tra. (21) Bugale muia-karet, mar na gondaon ket hor c’halon ac’hanomp, hon euz ñzians dirag Doue. (22) Ha petra-benag a c’houlennomp, hen recevomp diganthan, o veza ma viromp he c’hourc’hemenou, ha ma reomp ar pez a blij dezhan. (23) Ha setu aman he c’hourc’hemen : ma credimp en hano he Vab Jesus-Christ, ha ma en em garimp an eil egile, evel ma hen deuz gourc’hemenet deomp. (24) An hini a vir he c’hourc’hemenou, a choum en Doue, ha Doue enhan ; hag anaoud a reomp e choum enomp dre ar Spered hen deuz roet deomp.


CHABISTR IV.


BUGALE muia-karet, na gredit ket da bep spered, mes amprouvit ar sperejou, evit gouzoud hag int a zo a-berz Doue ; rag kalz a fals-profeted a zo deuet er bed. (2) Anavezit Spered Doue en kement-man : kement spered hag a anzav penaos Jesus-Christ a zo deuet er c’hig, a zo a-berz