Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/468

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
459
I. S. IAN, V.

lamour ma hen deuz hor c’haret da genta. (20) Mar d’euz unan-benag hag a lavar : Me a gar Doue, ha mar deu da gasaad he vreur, hennes a zo eur gaouiad ; rag an hini na gar ket he vreur hag hen o velet anezhan, penaos ec’h hell-hen karoud Doue, pa na vel ket anezhan ? (21) Hag ar gourc’hemen-man hon euz bet diganthan : An hini a gar Doue ra zeui ive da garet he vreur.


CHABISTR V.


PIOU-BENAG a gred penaos Jesus eo ar C’hrist, a zo ganet euz a Zoue ; ha piou-benag a gar Doue pehini en deuz he anjandret, a gar ive an hini a zo ganet euz anezhan. (2) Anaoud a reomp e karomp bugale Doue, mar karomp Doue, ha mar miromp he c’hourc’hemenou. (3) Rag karantez Doue eo ma virimp he c’hourc’hemenou ; hogen, he c’hourc’hemenou n’int ket dies, (4) rag kement a zo ganet euz a Zoue, a zo treac’h d’ar bed, hag ar victor he deuz trec’het ar bed, eo hor feiz. (5) Piou eo an hini a zo treac’h d’ar bed, nemed an hini a gred penaos Jesus a zo Mab Doue ? (6) Ar Jesus-se, ar C’hrist, eo a zo deuet gant an dour hag ar goad ; n’e ket gant ar dour hep-ken, mes gant an dour hag ar goad ; hag ar Spered eo a ro testeni euz a gement-se, rag ar Spered eo ar wirionez. (7) Rag beza ez euz tri hag a ro testeni (en env, an Tad, ar Ger, hag ar Spered-Santel, hag an tri-ze a zo unan. (8) Ha beza ez euz ive tri hag a ro testeni var an douar) ar Spered, an dour, hag ar goad ; hag an tri-ze en em rapport da eun dra hep-ken. (9) Mar recevomp testeni an dud, testeni Doue a zo pounneroc’h ; hogen, honnes eo an desteni hen deuz rentet Doue divarben he Vab. (10) An hini a gred en Mab Doue, hen deuz testeni Doue enhan he-unan ; an hini na gred ket Doue, a dremen anezhan da c’haouiad, pa’z eo gwir n’hen deuz ket credet d’an desteni hen deuz roet Doue divarben he Vab. (11) Ha setu aman an desteni : Doue hen deuz roet deomp ar vuez eternel ; hag ar vuez-ze a zo en he Vab. (12) An neb hen deuz ar Mab, hen deuz ar vuez ; an neb n’hen deuz ket Mab Doue, n*hen deuz ket ar vuez.

(13) An traou-man em euz scrivet deoc’h-hu pere a gred en hano Mab Doue, evit ma c’hellot gouzoud hoc’h euz ar vuez eternel, hag evit ma credot en hano Mab Doue. (14) Hag ar fizians hon euz enhan eo