Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/449

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
440
S. JAKES, V.

zoc’h. Netait ho taouarn, pec’herien, ha c’houi, pere a zo daou-hanteret ho calon, purifiit, ho calonou ; (9) santit ho mizer, bezit evel en kaon, ha gouelit ; ra vezo ho c’hoarz troet en daelou, hag ho choa en tristidigez. (10) En em humiliit dirag an Aotrou, hag hen a zavo ac’hanoc’h.

(11) Breudeur, na zroug-komzit ket an eil divarben egile. An hini a zroug-komz divarben eur breur, hag a gondaon he vreur, a zroug-komz divarben al lezen, hag a varn al lezen. Hogen mar barnez al lezen, ne zentez ket ouz al lezen, mes barna a rez anezhi. (12) N’euz nemed Unan hep-ken hag a ra al lezen, hag a hell savetaad ha koll. Te, piou oud-de, evit barna ar re all ?

(13) Breman e komzan ouzoc’h-hu pere a lavar : Hirio pe varc’hoas ez aimp d’ar gear-man pe d’ar gear-zont, hag e choumimp eno eur bloavez, hag e trafikimp, hag e c’hounezimp. (14) Hogen, ne ouzoc’h ket petra a vezo varc’hoas ; rag petra eo ho puez ? N’ed eo nemed eur vogeden pehini en em ziskouez evit eun neubeud amzer, ha neuze a ia kuit. (15) E-leac’h ma tlefec’h lavaret : Mar fell d’an Aotrou, ha mar choumomp beo, e raimp an dra-man pe an dra-ze. (16) Mes breman, en em c’hlorifiit en ho fougeou. Pep gloar euz ar seurt-se a zo fall. (17) Hennes eta pehini a anavez ar mad ha n’hen gra ket, a zo eur pec’her.


CHABISTR V.


DEOC’H-HU breman, tud pinvidic ! Gouelit hag hirvoudit, abalamour d’ar malheuriou a ia da gweza varnoc’h. (2) Ho pinvidigezou a zo brein, hag ho tillad a zo debret gant an prenved. (3) Hoc’h aour hag hoc’h arc’hand a zo merglet, hag ar mergl anezhe a zavo da dest a-enep deoc’h, hag a zebro ho kig evel eun tan. Dastumet hoc’h euz eun tenzor evit an deiziou diveza. (4) Setu aman, gopr al labourerien pere ho deuz medet ho parkeier, ar gopr-ze hoc’h euz miret outhe, a zeu da grial ; ha klemmou ar re ho deuz medet a zo deuet beteg diou-skouarn Aotrou an armeou. (5) Bevet hoc’h euz er plijadurezou hag en delisou var an douar, hag en em leuniet oc’h bet evel en eun devez a zacrifis. (6) C’houi hoc’h euz condaonet ha lakeat d’ar maro an den just, hag hen n’hen deuz ket stourmet ouzoc’h.

(7) Breudeur, gortozit eta gant