patianted beteg donedigez an Aotrou. Setu an tiec a c’hortoz gant patianted ar frouez precius euz an douar, ken n’hen devezo bet glao euz ar c’henta hag euz an diveza sezon. (8) C’houi ive, gortozit gant patianted, krenvait ho calonou, rag donedigez an Aotrou a dosta. (9) Breudeur, n’en em glemmit ket an eil a-enep egile, gant aoun ne vec’h condaonet. Setu, ema ar barner e-tal an nor. (10) Va breudeur, kemerit ar brofeted pere ho deuz komzet en hano an Aotrou evit skouer a c’houzanvedigez hag a batianted. (11) Setu aman, istim a reomp eürus ar re ho deuz souffret gant patianted ; klevet hoc’h euz komz euz a batianted Job, hag anaoud a rit ar fin a roaz an Aotrou dezhan ; rag an Aotrou a zo leun a drugarez hag a druez.
(12) Dreist pep tra, va breudeur, na douit ket, na dre an env, na dre an douar, na dre le all e-bed ; mes ra vezo ho ia, ia, hag ho nann, nann, gant aoun na gwezfac’h er gondaonation. (13) Ha beza ez euz unan-benag en ho touez hag a zo en poan ? ra bedo. Ha beza ez euz unan-benag er joa ? ra gano canticou. (14) Ha beza ez euz unan-benag klanv en ho touez ? ra c’halvo ar re Ancien euz an Iliz ; ha ra zeui ar re-man da bedi evithan, en eur eolia anezhan gant eol en hano an Aotrou. (15) Ha peden ar feiz a zaveteo an hini klanv, hag an Aotrou a zavo anezhan ; ha mar hen deuz great pec’hejou, e vezint pardonet dezhan. (16) Covessait ho fautou an eil d’egile, ha pedit an eil evit egile, evit ma veot iac’heet ; rag ar beden euz a galon eun den just he deuz eur galloud vraz. (17) Eliaz a oa eun den techet d’ar memeus infirmiteou evel-d’omp-ni ; koulskoude e pedaz stard evit na raje ket a c’hlao ; ha na reaz ket a c’hlao var an douar, e-pad tri bloaz ha c’houec’h mis. (18) Hag hen a bedaz adare, hag an env a roaz glao, hag an douar a zougaz he frouez.
(19) Breudeur, mar deu unan-benag, ac’hanoc’h da bellaad euz ar wirionez, ha mar deu unan-benag d’hen distrei, (20) ra ouezo penaos an hini hen deuz distroet eur pec’her euz a hent ar gollidigez, a zaveteo eun ene euz ar maro, hag a c’holoi eun niver braz a bec’hejou.