Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/448

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
439
S. JAKES, IV.

oust hag eur feunteun a daol euz ar memeus toull dour dous, ha dour c’hoero ? (12) Va breudeur, eur vezen-fiez, hag hi a hell rei olivez ; pe eur winien, rei fiez ? Evel-se feunteun e-bed na hell rei dour sall ha dour dous.

(13) Ha beza ez euz en ho touez eun den fur ha gwiziec-benag ? Ra ziskouezo he oberou dre eur gundu vad gant an dousder euz ar furnez ; (14) mes mar d’euz en ho calon santimanchou c’hoero a jalouzi, hag eur spered a zisput, diwallit d’en em c’hlorifia ha da lavaret gevier a-enep ar wirionez. (15) N’e ket honnes eo ar furnez a zisken euz an env, mes beza ez eo eur furnez euz an douar, euz ar c’hig hag a-berz an diaoul. (16) Rag dre-holl, el leac’h ma ema ar jalouzi hag an disput, eno ez euz direizted hag a bep seurt drouk. (17) Evit ar pez a zell ar furnez euz an env, da genta ez eo pur, ha neuze sioul, moderet, gouzoud a ra plega, leun eo a drugarez hag a frouez mad, douget evit an eil kerkoulz hag evit egile, hag heb hipocrizi. (18) Hogen, frouez ar justis a vez hadet er peoc’h, evit ar re en em ro d’ar peoc’h.


CHABISTR IV.


A BE leac’h e teu en ho touez an disputou hag ar c’hannou ? Ha n’eo ket euz ho kwall-ioulou pere a ra brezel en hoc’h izili ? (2) C’hoantaad a rit, ha na hellit ket kaoud ; c’houi a zo muntrerien ha leun a jalouzi, ha ne hellit ket beza contantet ; c’houi a stourm hag a ra brezel, ha na recevit netra, rag ne c’houlennit netra. (3) Goulen a rit, ha na recevit ket, abalamour ma c’houlennit fall, hag evit contanti ho kwall-ioulou. (4) Goazed ha merc’hed avoultr, ha na ouzoc’h-hu ket penaos karantez ar bed a zo eur gassoni a-enep Doue ? Piou-benag eta a fell dezhan beza mignon d’ar bed, en em laka da veza adversour da Zoue. (5) Ha c’houi a gav deoc’h e komz ar Scritur en ven ? Ar Spered pehini a ra he zemeurans enomp, daoust hag hen hen deuz c’hoantaennou hag a zoug d’an anvi ? (6) Er c’hontrol, rei a ra eur c’hras vrassoc’h. Dre-ze ar Scritur a lavar : Doue a stourm ouz ar re ourgouillus, mes rei a ra gras d’ar re humbl. (7) En em zoumetit eta da Zoue ; stourmit ouz an diaoul, hag e tec’ho diouzoc’h. (8) Tostait ouz Doue, hag hen a dostai ou-