Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/447

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
438
S. JAKES, III.

dre an oberou, pa offraz he vab Isaac var an aoter ! (22) Ha ne velez-te ket e laboure ar feiz assambles gant he oberou, hag ez eo dre an oberou e oe rentet ar feiz parfet ? (23) Hag evel-se e oe accomplisset ar pez a lavar ar Scritur : Abraham a gredaz da Zoue, hag e oe countet kement-se dezhan evit justis, hag e oe galvet mignon da Zoue. (24) Gwelet a rit eta penaos an den a zo justifiet dre an oberou, ha n’e ket dre ar feiz hep-ken. (25) Er memeus doare ive, ha na oe ket Rahab, ar gourtizanez, justifiet dre an oberou, pa roaz digemer d’ar gannaded, hag e reaz dezhe mond er meaz dre eun hent all ? (26) Rag evel ma’z eo maro ar c’horf heb an ene, evel-se, ive ar feiz heb an oberou a zo maro.


CHABISTR III.


VA breudeur, arabad eo e vez kalz a gelennerien en ho touez, rag dond a raio varnomp eur varnedigez rustoc’h. (2) Hogen, holl e kwezomp var meur a dra. Mar d’euz unan-benag ha na deu ket da fazia en he gomzou, hennes a zo eun den parfet, hag a zo capabl da zerc’hel he gorf-holl bridet. (3) Setu aman, lakaad a reomp eur c’habestr e genou ar c’hezec, evit ober dezhe senti, hag ec’h hellomp trei du-man ha du-hont ho c’horf-holl. (4) Setu aman c’hoas, ar batimanchou, pere, petra-benag ma’z int ker braz, ha ma’z int kasset gant an avel grenv, a vez troet du-man ha du-hont gant eur stur gwall vihan, el leac’h ma fell d’ar sturier. (5) An teod ive a zo eun ezel bihan, ha pretanti a ra beza capabl a draou braz. Setu aman eun tammic bihan a dan ; nag a goat na hell-hen ket da lakaad da gregi ? (6) An teod a zo ive eun tan, eur bed a fallentez. Evel-se ez eo lakeat an teod e-touez hon izili, o souilla ar c’horf holl, hag oc’h entana ar vuez holl, entanet he-unan gant an ifern. (7) A bep seurt loened gwez ha lapoused, a bep seurt amprevaned ha loened-mor a vez donveet hag a zo bet donveet gant an den ; (8) mes den e-bed na hell donvaad an teod ; eur gwall-dra eo ha na heller ket beza mestr dezhan ; leun eo a vulum hag a ro ar maro. (9) Gant an teod e vennigomp Doue an Tad, ha gant an teod e taolomp malloz var an dud, pere a zo bet great ouz henveledigez Doue. (10) Euz ar memeus genou e teu bennoz ha malloz. Va breudeur, arabad eo e vez count evel-se. (11) Da-