lavarit d’an hini a zo paour : Choum aze, te, en da za, pe azez aman e-traon scabel va zreid ; (4) ha na rit-hu ket a zifferans enoo’h hoc’h-unan, ha n’och-hu ket deuet da veza barnerien hag ho deuz sonjezonou fall ? (5) Selaouit, va breudeur muia-karet ; ha n’hen deuz ket Doue choazet ar beorien euz ar bed-man da veza pinvidic er feiz hag heritourien euz ar rouantelez hen deuz prometet d’ar re a gar anezhan ? (6) C’houi, er c’hontrol, a ra disprij var ar paour. Ha n’e ket ar re binvidic eo a wask ac’hanoc’h hag ho trein dirag an tribunaliou ? (7) Ha n’e ket int eo a wall-gomz an hano kaer a zo bet galvet varnoc’h ? (8) Ma c’haccomplissit al lezen royal, hervez ar Scritur : Karoud a ri da nessa evel-d’oud da-unan, e rit mad ; (9) mes mar sellit ouz apparans an dud, e rit eur pec’hed, o veza ma tiskouez, sclear al lezen e torrit ar gourc’hemen. (10) Rag piou-benag hen devezo miret al lezen pen-da-ben, mar deu da bec’hi var eur poent hep-ken, a zeu da veza coupabl euz an holl. (11) Rag an hini hen deuz lavaret : Na ri ket a avoultriach, hen deuz lavaret ive : Na lazi ket. Hogen, mar na rez ket a avoultriach, mes mar deuez da laza, ec’h euz torret al lezen. (12) Komzit eta, hag en em gomportit evel tud hag a vezo barnet dre lezen al liberte. (13) Rag ar varn a vezo didruez var an hini n’hen devezo ket bet a druez ; mes an drugarez n’he deuz aoun e-bed rag ar varn.
(14) Va breudeur, petra a dalvezo da eun den lavaret hen deuz ar feiz, mar n’hen deuz ket an oberou ? Daoust hag ar-feiz-ze a hell hen sauvetaad ? (15) Ha mar ema eur breur pe eur c’hoar en noaz, ha mar mank dezhe ar boued pemdeziec, (16) ha mar deu unan-benag ac’hanoc’h da lavaret dezhe : It en peoc’h, tommit ha debrit ho kwalc’h, ha mar na roit ket dezhe an traou a zo red evit ar c’horf, da betra e servich kement-se ? (17) Evel-se ive e c’hoarvez evit ar feiz, mar n’he deuz ket an oberou, ez eo maro enhi he-unan. (18) Mes unan-benag a lavaro : Te ec’h euz ar feiz, ha me em euz an oberou. Diskouez d’in da feiz dre da oberou, ha me a ziskouezo d’id va feiz dre va oberou. (19) Te a gred ez euz eun Doue hep-ken, mad a rez ; an drouk-sperejou hen cred ive, hag e krenont. (20) Mes, O den ven ! ha te a fell d’id gouzout penaos ar feiz heb an oberou a zo maro ? (21) Ha na oe ket Abraham, hon tad, justifiet