Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/445

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
436
S. JAKES, II.

unan. (15) Neuze pa hen deuz ar gwall-c’hoant concevet, e teu da c’henel ar pec’hed ; ha pa vez peur-c’hreat ar pec’hed, he-man a zigas ar maro. (16) Diwallit d’en em drompla, va breudeur muia-karet : (17) Pep gras vad ha peb donezon barfet a zeu euz an env, hag a zisken digant Tad ar sclerijen, en pehini na vez chenchamant e-bed nag an disterra apparans a chenchamant. (18) Hon c’hrouet hen deuz hervez he volontez, dre ar gomz euz ar wirionez, evit ma vezimp evel ar frouez-kenta euz he grouadurien.

(19) Dre-ze, va breudeur muia-karet, ra vezo pep den pront da zelaou, gorrec da gomz, gorrec da vond en coler ; (20) rag coler an den na ra ket ar pez a zo just dirag Doue. (21) Rag-se, o lemmel divarnoc’h peb hudurnez hag ar gwall-valis, recevit gant dousder ar ger a zo plantet enoc’h, hag a hell savetaad hoc’h eneou. (22) Lakit ar ger en pratic, ha n’en em gontantit ket d’hen selaou, oc’h en em drompla hoc’h-unan gant rezoniou faoz. (23) Rag mar d’euz unan-benag hag a zelaou ar ger, ha n’hen laka ket en pratic, ez eo henvel ouz eun den hag a zell ouz he vizach naturel en eur mellezour ; (24) ha pehini, goude beza sellet outhan he-unan, a ia kuit, hag a ankounac’ha kerkent pe seurt den e oa. (25) Mes an hini hen devezo sellet piz el lezen barfet, el lezen al liberte, hag hen devezo kendalc’het enhi, o practica an oeuvrou, e-leac’h beza eur selaouer ankounac’haüs, hennes a vezo eürus er pez hen devezo great. (26) Mar sonj da unan-benag en ho touez ez eo eun den a relijion, pa ne zalc’h ket he deod bridet, mes pa drompl he galon he-unan, religion an den-ze a zo hep talvoudegez. (27) Ar religion bur ha didarch dirag Doue hon Tad, eo bizita an orphelined hag an intanvezed en ho affliction, hag en em viret didarch euz a gorruption ar bed.


CHABISTR II.


DIWALLIT na zeufe, va breudeur, ar feiz hoc’h euz en hon Aotrou Jesus-Christ glorifiet, da zellet ouz apparans an dud. (2) Rag, mar deu eun den da antren en hoc’h assamble, gant eur oalen aour ha dillad kaer, ha mar deu ive eun den paour gant dillad dister ; (3) ha mar deuit, oc’h ober stad ouz an hini hen deuz dillad kaer, da lavaret dezhan : Te, azez aman, gant henor ; ha mar