zo choumet en Corint, ha Trophimus em euz lezet klanv en Milet. (21) Hast buhan dond araog ar goanv. Eubulus, Pudens, Linus, Claudia hag an holl vreudeur a zalud ac’hanoud.
(22) An Aotrou Jesus-Christ ra vezo gant da spered ! Ar c’hras ra vezo ganeoc’h ! Amen.
AOL, servicher Doue, hag abostol Jesus-Christ evit annons ar feiz euz ar re choazet gant Doue, hag evit rei da anaoud ar wirionez, pehini a zo hervez ar biete, (2) en esperans euz ar vuez eternel prometet, araog an amzeriou eternel, gant Doue, pehini na hell ket lavaret gevier ; (3) ha pehini, en amzer merket ganthan, hen deuz diskouezet he c’her, em euz bet ar garg da brezeg, hervez an urz a Zoue hor Zalver, (4) da Ditus, va gwir vab hervez ar feiz commun etrezomp : Gras, trugarez ha peoc’h a-berz Doue an Tad, hag an Aotrou Jesus-Christ hor Zalver !
(5) Ar pez a zo caoz ma em euz da lezet en Cret, eo evit ma peur-reizi an traou a choum da lakaad en urz, hag evit ma likii re Ancien en pep kear, evel ma em euz gourc’hemenet d’id, (6) mar d’euz unan-benag divlam, pried da eur vreg hep-ken, o kaout bugale fidel, ha na vezint ket tamallet da veza direiz, na dizent. (7) Rag red eo d’an eskop beza divlam, evel eur servicher da Zoue ; red eo ne vez ket fizius enhan he-unan, na colerus, na douget d’ar gwin, na ter, na douget d’ar c’hounidegez disleal ; (8) mes, er c’hontrol, red eo dezhan beza pront da zigemer en he di, karet an dud vad, beza fur, just, santel moderet, (9) o terc’hel stard en doctrin gwirion pehini a dle beza kelennet, evit ma vezo goest, ken da ezhorti, hervez an doctrin vad,