Aotrou Jesus-Christ, pehini a varno ar re veo hag ar re varo, pa zistroio adare ha pa zeui he rouantelez, (2) prezeg ar ger ha prezeg c’hoas, en amzer deread hag en amzer all, bez aketus da repren, da c’hourdrouz, da exhorti gant peb patianted, hag en eur gelen. (3) Rag dond a rai eun amzer en pehini an dud na andurint ket ar gelenadurez vad, mes, o klask klevet traou da blijout dezhe, e tastumint doctored d’ho c’helen, hervez ho ioulou ho-unan, (4) hag e serrint ho diou-skouarn ouz ar wirionez, hag e troint varzu fablennou. (5) Mes te, bez leun a aket en pep tra, gouzanv an afflictionou, gra labour eun avieler ; gra da garg var he hed.
(6) Rag evidoun-me, a zo o vond da veza offret e sacrifis, hag an amzer ma’z in kuit a zo erru tost. (7) Combattet em euz ar gombat vad, echuet em euz va redaden, miret em euz ar feiz. (8) Divar-vreman ez eo lakeat a-du evidoun eur gurunen a justis, hag an Aotrou, ar barner just a roio d’in anezhi en deiz-ze, ha n’e ket d’in-me hep-ken, mes ive da gement hini hen devezo karet he zonedigez.
(9) Gra da bossubl evit dond dizale d’am c’havout ; (10) rag Demas, o veza karet ar bed-man, hen deuz va dilezet, hag a zo eat da Dessalonika, Crescens a zo eat en Galatia, ha Titus da Zalmatia. (11) Lucas hep-ken a zo ganen. Kemer Marc, ha digas anezhan ganez, rag util braz eo d’in evit an zervich. (12) Kasset em euz Tykikus da Ephesus. (13) Pa zeui, digas ganez ar vantel em euz lezet gant Carpus en Troas, hag al levriou, dreist-holl ar paperou. (14) Alexandr an artisan a labour ar c’huevr, hen deuz great kalz a zroug d’in ; an Aotrou a rento dezhan hervez he oberou. (15) Te ive laka evez outhan, rag stourm kalet hen deuz great ouz hor c’homzou. (16) Em c’henta difen n’euz bet den ouz va zicour ; mes holl ho deuz va dilezet. Doue ra viro ne vez countet kement-se dezhe ! (17) Mes an Aotrou a zo bet choumet em c’hichen, hag hen deuz va c’hrenveet, evit ma vije ar bredication nerzus meurbed dreizoun, ha ma vije klevet gant an holl Jentiled ; hag ez oun bet delivret euz a c’henou al leon. (18) Hag an Aotrou am delivro euz a bep oeuvr fall, hag a zaveteo ac’hanoun en he rouantelez celestiel. Dezhan ar gloar da viken ! Amen.
(19) Salud Prisca hag Akilas, ha famill Onesiphor. (20) Erastus a