ken da zigas d’ar feiz ar re a stourm outhi.
(10) Rag beza ez euz kalz, dreist-holl e-touez ar re circonciset, hag a zo dizent, leun a gomzou goullo hag a c’hevier, da bere ez eo red serri ho genou ; (11) pere a goll famillou zo-ken, o tiski evit eur o’hounidegez mezus traou ha n’int ket deread. (12) Unan euz ho zouez, ho frofet ho-unan, hen deuz lavaret : Ar Greted a zo bepred gaouiad ; gwall loened, kofou didalvez. (13) An desteni-ze a zo gwirion. Abalamour da ze, repren anezhe rust, evit ma teuint da veza iac’h er feiz, (14) heb en em rei da fablennou ar Judevien, na da urzou tud, pere a dro kein d’ar wirionez. (15) Gwir eo penaos, evit ar re a zo pur, pep tra a zo pur ; mes n’euz netra a bur evit ar re impur ha difeiz ; er c’hontrol, ho spered hag ho c’houstians a zo souillet. (16) Ober a reont profession da anaoud Doue, mes dre ho oberou e nac’hont anezhan, o veza tud kassaüs, dizent, ha na hellont ober tra vad e-bed.
ES te, prezeg an traou a gonven d’ar gelennnadurez vad. (2) Ra vezo an dud koz moderet, ra vezint tud a zoare, prudant, iac’h er feiz, er garantez, er batianted. (3) Ra vezo ar gragez avanset en oad doareet-mad ive, evel ma tere ouz ar zantelez ; ra ziwallint da veza droug-prezegerezed, na re douget d’ar gwin ; ra roint kelennadurez vad ; (4) evit ma lakaint ar gragez yaouank da garet ho friejou, da garet ho bugale ; (5) da veza fur, chast, da ziwall ho zi ; da veza leun a vadelez, da zenti euz ho friejou ; evit na vezo ket droug-komzet a enep ger Doue. (6) Exhort ive an dud yaouank da veza fur, (7) o rei da-unan en pep tra ar skouer euz an oeuvrou mad, dre ar burete euz da zoctrin, ha dre ar furnez euz da gomportamant, gant eur gomz iac’h, (8) ha na ve kavet abec e-bed enhi, evit ma vezo confontet an enebourien, dre n’ho devezo droug ebed da lavaret divar ho pen. (9) Lavar d’ar mevelien senti ouz ho mistri, ha labourad da blijoud dezhe e pep tra, hep ho dislavaret ; (10) diwall da laeres netra, mes beza fidel e pep tra, evit ma lakint henori en pep tra doctrin Doue hor Zalver.
(11) Rag gras Doue, evit silvidigez an holl dud, a zo bet diskouezet ; (12) ha diski a ra deomp e tleomp dilezel an impiete ha dezirou ar bed, ha beva, er vuez-man, en dempe-